• Gant Marie Peaudecerf
• Tennet eus Taboulin 25 : War vor + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 25 : War vor
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
A bouez-bras eo ar c’housked ivez dreist-holl pa vezer an-unan war ur vag. Met, evel-just, ne c’hell ket ar moraer chom en e wele meur a eurvezh diouzh renk, dreist-holl pa vez fall an amzer. Neuze ne ra nemet prantadoù kousk berr : un eurvezh pe ziv pa vez sioul ar mor ; un hantereurvezh bennak pe c’hoazh un nebeud munutennoù nemetken pa vez e-kreiz ar wallamzer. Dont a ra a-benn da gousket war-dro pemp eurvezh bemdez memes tra. Ne c’hell ket ar moraer chom stag ouzh ar varrenn-stur nozdeiz kennebeut. Pa fell dezhañ kousket, debriñ pe c’hoazh ober war-dro tra pe dra e lak war elum ar sturier aotomatik. Daoust da se e rank chom war evezh ar muiañ ma c’hell.