• Gant Marie Peaudecerf
• Tennet eus Taboulin 25 : War vor + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 25 : War vor
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Pep moraer a glask debriñ teir gwech bemdez, evel ma rafe er gêr. Met n’en devez ket amzer na peadra da geginañ. Alies e ra gant boued dizouret, un tammig evel ar yod patatez. Tommañ a ra dour da lakaat warnañ ha mat pell zo. Debriñ a ra barrennoù chokolad pe edaj evit kaout muioc’h a startijenn a-raok kregiñ gant ul labour tenn. Ezhomm en devez da evañ ul litrad hanter a zour bemdez ivez. Abalamour da se ez eus er bourzh ur mekanik da zisallañ an dour-mor. Degas a ra un nebeud traoù lipous memes tra evit lidañ ur gouel bennak pe pa’z a hebiou d’ur c’hab brudet, ar c’hab Horn da skouer.