Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Me zo ganet e-kreiz ar mor (Yann-Ber Kalloc'h, barzhoneg)

Gant Jorj Belz
Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Me zo ganet e-kreiz ar mor,
Teir lev er-maez.
Un tiig gwenn du-hont am eus,
Ar banal a gresk e-tal an nor,
Hag al lann a c’hol an avaez.
Me zo ganet e-kreiz ar mor
E bro Arvor.

Ma zad a oa èl e dadoù,
Ur martolod ;
Bevet en deus kuzh ha diglod
– Ar paour ne gan den e glodoù –
Bemdez-bemnoz àr ar mor blot.
Ma zad a oa èl e dadoù,
Stlejour rouedoù.

Ma mamm ivez a laboura
Ha gwenn he blev ;
Ganti an c’hwez àr hon taloù,
Desket em eus, bihanik-tra,
Mediñ ha tenniñ avaloù.
Ma mamm ivez a laboura
D’(c’h)ounit bara.