Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Yann-Ber Kalloc'h – e vuhez

Gant Jorj Belz
Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Yann-Bêr Kalloc’h, mab ur pesketour ag en enezenn Ganet ’oa bet Yann-Bêr Kalloc’h en Enez-Groe en un tiegezh pesketourion. Martolod ’oa e dad. Àr ar mor e tremen al lodenn vrasañ ag e amzer, etre miz Meurzh ha miz an Azvent, o pesketa. E vamm he doa un tamm douar treut hepken evit beviñ pevar a vugale. Desket en doa galleg pa oa aet d’ar skol. Ur skoliad speredek ha troet get ar studi e oa. Da zaouzek vlez, e 1900, e ya da gloerdi bihan Santez-Anna-an- Alre. Eno emañ strizh ar reolennoù. « Pediñ, labourat euriadoù hir, c’hoari, monet da vale àr ar maezoù tro-ha-tro, setu buhez ar gloereged yaouank ». E 1905 ec’h arru e kloerdi bras Gwened rak c’hoant en doa da vout beleg. Met n’en doa ket gellet abalamour d’e yec’hed. Ha glac’haret ’oa bet. E 1909 emañ soudard e Vitré. Sikour a ra get e genseurted distudi da zeskiñ lenn brezhoneg. Hag amzer en deus da skrivañ barzhonegoù. Bleimor e oa e anv-pluenn. E miz Eost 1914 e krog ar Brezel bras. Glac’haret eo Kalloc’h pa varv e c’hoar yaouank. Divizout a raio neuze monet d’ar brezel. « Yen-sklas e oa an amzer àr dalbenn ar Somme e miz Genver 1917 : 30 derez dindan zero a rae. Skorniñ a rae ar c’hwez àr gein ar roñsed ».

D’an 10 a viz Ebrel, en ur c’hoad, e-tal Saint-Quentin, eo lazhet Kalloc’h gant un tamm obuz. Ne oa ket c’hoazh nav blez warn-ugent. Un nebeud deizioù a-raok e skrive d’e vignon, Iwan an Diberder, hag e fin e lizher e lavare : « Kenavo, Iwan, lous eo ar brezel, setu. »

Skrivet en deus barzhonegoù diwar e vuhez, diwar Groe, àr ar brezel. Embannet eo bet e levr Ar en deulin goude e varv. Ar varzhoneg Me zo ganet e-kreiz ar mor zo anavezet mat ha kanet e vez gant meur a ganour.