Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Pesketa an ton bremañ

Gant Marilou Pochic
Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Groe zo bet porzh brasañ ar Frañs evit an ton jermon (an ton gwenn). Ar bagoù-toneta niverus a zilestre ar pezh o doa pesketaet war an enezenn, e-lec’h ma oa staliet ar friturioù. Bremañ, an darn vrasañ a vartoloded Groe zo lestret war vagoù an Oriant. Konk-Kerne, e Penn-ar-Bed, zo bremañ ar porzh brasañ er Frañs ha memes en Europa evit peskerezh an ton. Bagoù-chaluter bras-spontus o deus ar besketourion. Mont a reont da besketa war morioù Afrika ha betek Meurvor Indez. Skornet e vez an ton e-bourzh ar bagoù ha lakaet e vezont e boestoù-mir er Seychelles, Madagaskar pe Thailand. Dilezet eo bet friturioù Breizh evit re ar broioù pell...