Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Meurlarjez (kanaouenn)

Gant dizanv
Tennet eus Enora + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Enora

Skrivet gant J. Merien ha K. Ollivier.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Diskan :
Meurlarjez ’zo ur paotr gae
Me ’garfe ’vije bemdez .

Gwelet ’m eus un olifant
Gant ur chupenn c’hloan
Hag ur vuzhugenn
’Lipat ur skornenn.

Dañset em eus plin
Gant ur furlukin
Hag ar gavotenn
Gant ur varrikenn .

Kavet ’m eus ul lapin
Hennezh a oa fin
Hag ivez un azen
Gant divskouarn melen .

Merzet ’m eus ur c’hañval
Gant lunedoù orjal
O sellet douzh an houad
O klask e votoù-koad .