Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An Tad Nedeleg (kanaouenn)

Gant dizanv
Tennet eus Enora + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Enora

Skrivet gant Kamilh Ollivier, Guy Le Bideau, Armelle Boullé, Mireille Carel, Marilou Pochic, Françis Hubert.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

A pa dosta miz an Azvent
E tihun an Tad Nedeleg
Hag eñ da gargiñ e vouteg
En ur soñjal kemer an hent

Diskan :
Mall ’vo dit-te monet
’Chomez ket, ’chomez ket
Mall ’vo dit-te monet
Chomez ket da gousket
Ret ’vo dit-te nijal
’Chomez ket, ’chomez ket
Ret ’vo dit-te nijal
’Chomez ket da ruzal.

A siminal da siminal
Pounner e samm, berr e anal
Edan an erc’h edan ar glav
Krommet e gein e ya atav.

Ne golla ket biskoazh kalon
Rak plijadur ’r vugaligoù
Pa gavint o c’hoarielloù
Nag ur c’hoñfort eo evitoñ.