Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Al lapin laer (kanaouenn)

Gant dizanv
Tennet eus Enora + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Enora

Skrivet gant J.M. Salomon.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Met petra ’n deus graet al lapin bihan
Met petra ’n deus graet o tont eus Kawan ?

Laeret ’n deus bara hag un tamm amann,
Laeret ’n deus bara e ti Marijan.

Petra ’zo bet lâret d’al lapin bihan
Petra ’zo bet lâret ’vit ar bara-amann ?

Ret ’vo dit paeañ ’vit ar bara-amann
Ret ’vo dit paeañ ar baour-kaezh Marijan.

Debret ar bara, lipet an amann,
N’hellan ket paeañ, ne ’m eus ket arc’hant.

Debret ar bara, lipet an amann,
Ha ne chom netra gant ar baour-kaezh Marijan.