Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Gouelit ma daoulagad – Nous irons pleurer sur vos ombres

Gant Yann-Fañch Kemener
Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras

Gwerz Sulian Joe, kanet gant Yann-Fañch Kemener. Da heul ar werz e tispleg ar c'haner perak en deus savet an abadenn Nous irons pleurer sur vos ombres – Gouelit ma daoulagad.

Pellgargit ar video

TESTENN :

[00:22] Gwerz kentañ : Prosopopée
[03:44] Perak bezañ bet savet an abadenn-se ? Petra a oa c'hoarvezet gant hoc'h eontr-kozh ?
[09:08] Penaos ho peus graet an enklask-se ?
[11:34] Petra a dalvez « Non mort pour la France » ?
[13:54] Perak sevel gwerzioù en amzer a vremañ ? Petra eo ur « prosopopée » ?
[16:35] Gwerz Sulian Joe


Gwerz kentañ : Prosopopée

Ur zoudard vall me na oen ket
'Met d'ar brezel n'asanten ket
Ha lazho tud na c'houllen ket

Ma c'hapitenn, ma lieutenant
N'oe ma c'haset d'ar jujemant

Ar reze gomze rust deuzin
Penaos m'e gellet 'n em difen ?

Ka gallek vlour na n'ouden ket
Ar re-ze a n'oe ma varnet
D'ar galeou 'oe ret din monet.

An dezertour 'dala nitra
Re ger eo 'vit e damm bara

Pe oemp i c'honet war ar vag
E oemp war dro ur c'hant benak.

Un dern deuzomp ni a ouele
Hag al lod all a bennvolle
E felet kollaint o buhé (kollet o buhez)

Piv a c'hello biken kompren
Pinijenn ar brizonerien ?

War douar tomm an Aljeri
Evel un esklav noz ha dei'

Na n'on ket marv, na n'on ket bev
Ma spered a zo war valé
Ma c'horf a zo en Aljeri


Gwerz Sulian Joe

- Pi zo aze, pi d'a aze,
Ken diwezhat se war vale ?
Pi zo aze, pi d'a aze,
Pa 'c'h on me kreiz ma hunvre ?

Pi zo aze, pi d'a aze,
Treiñ ha 'tizrey en dro da ma gwele
Meita ma mab Sulian a vehe
'N ha'i ra enor bras da ma ligne ?

- Ma mammig kêzh ne spontet ket
Mag on deit c'hoezh ur wec'h d'ho kwelet.
Me zo en poenioù bras dalc'het,
Balamort d'un torfed am oe me graet.

- Deut c'hoezh ur wezh tre me divrec'h
E c'hellin tisammo dac'h ho tamm pec'h
Ma mabig a garen ar muiañ,
Pe me loskec'h en ken bras tourmant ?

- Ar gouarnemant a n'oe me c'hemeret
D'ont d'ober brezel d'ar brusianed.
Pi' medac'h-c'hwi ma mammig-me,
A c'hellfe kompren ac'hanon-me ?

- Mag eo ma mab Sulian 'zo amañ
Ma benozeh a ran dehañ.
Ma benozeh a ran dehañ,
Ma maloezh d'ar re 'n eus graet droug t'añ.

- Tremenet m'eus kalz a amzer
Dindan ar seizh sort amzer
Bout e oen 'dan ar glo an erc'h pe rê
Gweshoc'h evit ul lo'n gouez

Ret 'oe lazho pe bout lazhet,
Ha deus ze, ma gwalc'h a m'oe bet.
Pi' medac'h-c'hwi ma mammig-me,
A c'hellfe kompren ac'hanon-me ?

Ur zoudard vall me na oen ket
Met d'ar brezel n'asanten ket
Deus ma c'hapitenn 'm'oe stourmet
Plego dehon na c'houllen ket

Tuchentiled bras an armé
A gouska aes en o gwele
Ar zoudard paour ba an tranche
'Ve ret dehoñ yuno noz ha deiz.

War douar tomm an Aljeri
Evel un esklav noz ha dei'
Evel un esklav noz ha dei'
Daonet d'an disiplin ar arme.

Gwell ve bet din bout bet lazhet
Kentoc'h evit bout bet daonet
Gant an hireh m'eus noz ha dei'
Pe sonjan ba ma bugalé.

Dont a ra keuñ ha glac'har din
Pe jonjan em bro Zin Trevin
D'am grweg n'em adresan eve
Disavet mat hom bugale