Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar Brezel 14 (gwerz)

Gant Julia Guyomard
Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras

Gwerz bet dastumet gant Gildas Moal ha Marie-Françoise Harscoat digant Julia Guyomard e Perwenan e miz Kerzu 1978.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

E-barzh ar bloavezh mil nav c'hant pevarzek
Ur brezel spontus zo bet deklaret

E-barzh ar miz Eost, an devezh kentañ
Ni a meump klevet ar c'hleier o vrallañ

Ar c'hleier a vurmur gant ur vouezh trist ha moan
Deklaret zo brezel, ret vo mont d'an tan

Kalz a dud yaouank a devoa prometet
Vijent dimezet er bloavezh pevarzek

Goule koñje o zud pe o c’houzantamant
Da vezañ uniset deus taol ar sakramant

Mes pa deus klevet oa deklaret brezel
Ar bromese oa graet zo aet gant an avel

Ha pa deus klevet lenn an afichoù
Steniañ war o bisaj raktal liv ar maro

Gwelet vije ret dezhe dont da abandoniñ
O menaj, o loened hag holl dud o zi

D'o gwragez d'o bugale lâret kenavo
Ha mont d'ar brezel betek risk ar maro

Mes ret e oa mont da difenn drapeau ar republik
Ar brusianed oa arruet benn Beljik

Ar roue Guillaume en deus goulennet
Digant ar roue belj hag-eñ e vije lezet

Da dreuziñ ar Beljik ha donet da Frañs
Evit ma c’hallje primoc'h en em avañs

Met ar roue belj en deus refuset
Kerkent ar c’hanonoù a zo bet klevet

Neuze evit klevet trouz ar c’hanonoù
Kalz tud deus Bretagne en deus goulet ar maro

Gwragez Breizh Izel, merc’hed a gouraj
Bet peus kalz a boan terc’hel ho menaj

Bet ho peus poan gorf, bet peus poan spered
O terc’hel menaj gant domestiked

Ha pije muioc’h ezhomm deus ur mevel bras
Partiet eo da roula ne roe ken a gas

Eneb d’e oberoù ne oa mann da damal
Parti a raje kuit, diaes oa kaout un all

Gwragez Breizh Izel, merc’hed truezus
Evit ho mibien vefet karantezus

Ma vije plijet gant Doue reiñ deoc'h diveskell
Ho pije nijet betek Breizh Izel

Ho pije nijet war zu ho pro
Da lâret evite un toullad pedennoù

A-raok o c'huitaat ha dont war o giz
Da lâret kenavo hag un De Profondis