Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An daou dort (kontadenn)

Gant Nicole ar Vourc'h
Tennet eus Chut, chut, chut, kontadennoù a vo ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Chut, chut, chut, kontadennoù a vo !

Diwar ur gontadenn dastumet en XIXvet kantved gant Fañch an Uhel.
Gitar ha son : Jakez ar Born. Telenn : Lucie Marical, eus ar CD Horizon 2000.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ur wech e oa daou dort, Nonnig ha Gabig, hag e oant mignoned o-daou. Kemenerien e oant o-daou, ha bemdez ez aent da labourat d'an tiegezhioù war ar maez, pep hini en e du. Un noz, pa oa Nonnig o tistreiñ eus e zevezh, diwezhat un tammig, degouezhet el Lann Penn-ar-Roc'hoù, e klevas mouezhigoù o kanañ evel-henn :

Dilun, dimeurzh, dimerc'her
Ha yao 'ta, ha yao 'ta
Dilun, dimeurzh, dimerc'her


– Daoust piv a zo o kanañ evel-se ? a lavaras ennañ e-unan.

Hag e tostaas goustadik. Sklaer e oa al loar hag e welas an dañserien-noz, a zo korriganed, krog dorn-ouzh-dorn, o tañsal e kelc'h hag o kanañ.
Unan a gane a-raok :

Dilun, dimeurzh, dimerc'her
Ha yao 'ta, ha yao 'ta
Dilun, dimeurzh, dimerc'her


Hag ar re all holl a gane war e lerc'h :

Dilun, dimeurzh, dimerc'her
Ha yao 'ta, ha yao 'ta
Dilun, dimeurzh, dimerc'her


Ha ne lavarent nemet-se. Nonnig en doa klevet alies komz eus an dañserien-noz, met biskoazh n'en doa gwelet anezho, hag eñ en em guzhat a-dreñv ur roc'h, evit sellet outo. Met gwelet e voe prestik, ha tapet e-kreiz ar c'helc'h. Hag int neuze da zañsal ha da dreiñ en-dro dezhañ ha da ganañ gwashoc'h evit biskoazh :

Dilun, dimeurzh, dimerc'her
Ha yao 'ta, ha yao 'ta
Dilun, dimeurzh, dimerc'her !


Ha da lavaret da Nonnig :
– Deus ganeomp ivez !
Nonnig ne oa ket ur paotr aonik, hag ez eas en dañs :

Dilun, dimeurzh, dimerc'her
Ha yao 'ta, ha yao 'ta
Dilun, dimeurzh, dimerc'her !


– Ha goude ? a lavaras (Nonnig), gwall verr eo ho son.
– N'eus ken, a lavarjont dezhañ.
– Penaos, n'eus ken ? Perak ne lavarit ket ivez : diriaou ha digwener ?
– Ya, avat ! a lavarjont holl, se a zo brav kaer.
Hag int da ganañ neuze :

Dilun, dimeurzh, dimerc'her
Ha yao 'ta, ha yao 'ta
Dilun, dimeurzh, dimerc'her
Diriaou ha digwener !


Ha da vont en-dro, en-dro ! Pa c'hoantaas Nonnig mont kuit e lavarjont an eil d'egile :
– Petra a rofomp d'an den-mañ, evit bezañ hiraet ha bravaet hor son ?
– An dra a garo ; arc'hant hag aour kement ha ma c'houlenno, pe bezañ didortet.
– Ma karit ma didortañ avat, a lavaras Nonnig, ne c'houlennan ket muioc'h diganeoc'h.
Ha kerkent e voe lamet e dort dioutañ, hag e tistroas d'ar gêr, skañv hag eeun, ha zoken ur paotr koant.

An deiz-war-lerc'h pa welas e vignon Gabig e voe souezhet-bras.
– Petra, emezañ, hag e selle ouzh e gein. Ha da dort?
– Aet kuit, evel ma welez.
– Penaos eta eo c'hoarvezet kement-se ?

Hag e kontas dezhañ evel ma oa c'hoarvezet an dra.
– A ! Me az aio ivez, emberr da noz, da Benn-ar-Roc'hoù da welet an dañserien-noz.

Hag e reas evel m'en doa lavaret.
Pa erruas e-barzh al lanneg e oa adarre ar gorriganed o tañsal hag o kanañ :

Dilun, dimeurzh, dimerc'her
Ha yao 'ta, ha yao 'ta
Dilun, dimeurzh, dimerc'her
Diriaou ha digwener !


Hag e troent, hag e lamment ! Gabig a dostaas hag e lavarjont dezhañ :
– Deus da zañsal ganeomp ivez !
Ha setu Gabig dorn-ouzh-dorn ganto ha da zañsal ha da ganañ evelto :

Dilun, dimeurzh, dimerc'her
Ha yao 'ta, ha yao 'ta
Dilun, dimeurzh, dimerc'her
Diriaou ha digwener !


– Ha goude ? a lavaras.
– N'eus ken ; petra, c'hwi a oar c'hoazh ?
– Ya, da !
– O lavarit eta ! Lavarit eta !
– Ha disadorn ha disul ! Setu echu ar sizhun !

– Ya, avat ! a lavarjont holl, se a zo brav kaer.
Hag int da ganañ neuze :

Dilun, dimeurzh, dimerc'her
Ha yao 'ta, ha yao 'ta
Dilun, dimeurzh, dimerc'her
Diriaou ha digwener !
Ha disadorn ha disul
Ha yao 'ta, ha yao 'ta
Ha disadorn ha disul
Setu eo echu ar sizhun !


Ha da vont en-dro, en-dro ! Pa c'hoantaas Gabig mont kuit e lavarjont an eil d'egile :
– Petra a rofomp d'an den-mañ evit bezañ hiraet ha bravaet hor son ?
– An dra a garo, arc'hant hag aour kement ha ma c'houlenno, pe bezañ didortet.

– Ma karit e kemerin ar pezh en deus laosket Nonnig war e lerc'h, a lavaras Gabig ne c'houlennan ket muioc'h diganeoc'h.
– Ya, lakaat dezhañ tort egile, a lavaras unan.
– Ya, ya, lakaat tort egile war e hini.

Hag e voe peget tort Nonnig dezhañ war e hini hag e tistroas d'ar gêr e-giz-se, droug ennañ ha mezhus bras.

Hag evel-se, ar peurrest eus e vuhez, e rankas dougen daou vec'h, e hini hag hini e gamarad.