Ar Brezel bras Evit mont pelloc’h

Pep hini ac’hanoc’h a c’hell kemer perzh evit pinvidikaat an danvez kinniget el lec’hienn-mañ. Moaien a vefe deoc’h :

– kas dielloù, lizhiri, eñvorennoù bet skrivet e brezhoneg gant soudarded pe o familhoù ;

– sevel fichennoù diwar-benn soudarded ho familh pe ho kumun. Kit da welet listennad an dielloù (pennad « Piv a oa bet galvet ? ») evit gwelet un nebeud skouerioù ;

– kas ur poltred ha displegadennoù war monumant ar re varv a zo en ho kumun. Kit war kartenn monumantoù ar re varv.

Evit kemer perzh, kasit ur mail da tes@ac-rennes.fr.