Diviz 1
Diviz 5
Diviz 3
Diviz 7
Diviz 10
Diviz 2
Diviz 6
Diviz 9
Diviz 4
Diviz 8
Diviz 11
Diviz 12
Diviz 16
Diviz 14
Diviz 18
Diviz 21
Diviz 13
Diviz 17
Diviz 20
Diviz 15
Diviz 19
Diviz 22
Rakskrid
Bez emañ en ho kerz disoc’h ul labour 3 bloavezh m’o deus kemeret perzh ennañ un hanterkant bennak a dud : kenurzhierien, skridaozerien, tresourien, sonerien, sondaperien, sevenourien, leurennourien, aktourien (33 den o tont deus a bep seurt lec’hioù, gwazed ha maouezed, paotred ha merc’hed yaouank, brezhonegerien a orin deus Bro-Gernev, Bro-Leon, Bro-Dreger ha Bro-Gwened).
Ar striv bras-se, kaset da benn gant TES, a ro dimp da zizoleiñ hiziv 22 dresadenn-vev, en teir ment, a-gevret gant 24 divinadell pe troioùlavar
poblek.
Harpañ labour bedagogel ar gelennerien brezhoneg er skolajoù, sell aze hon pal, ha kement-se en ur ginnig an DVD-mañ, benveg skoazell
deskiñ a bouez, da heul an hentenn Plouz… Foenn… War an hent ! hag an treuzwelusioù.
Bez e rank ar filmigoù-mañ degas sikour d’ar gelennerien e-doug ar prantadoù kelenn a-benn lakaat ar skolidi da ebarzhañ ha da gompren ar yezh en ur ziskouez dezhe degouezhioù da sevel gobarioù ha da lieskementiñ an trañsferiñ d’o zro da c’houde. Gwall bouezus eo ar bazenn-se a denn deus an emren yezh. Kinniget eo homañ dre hanterouriezh divizoù nevez na gaver ket e-barzh al levr.
Dastum hag adkemer a reont an itemoù gwelet e meur a gentel war un dro.
A-raok ober gant an DVD ez eo ret lenn ur wezh all ar c’huzulioù a vetodologiezh d’ar gelennerien a-berzh Yvon Evenou (rakskrid ar c’haier) hag a-berzh Daniel Carré ha Serge Richard (rakskrid an treuzwelusioù).
Evel m’eo bet lâret dija, ne c’heller bannañ fimoù pe dreuzwelusioù nemet m’eo bet prientet mat an traoù. Ret eo d’al levrioù chom serret evel-just e-pad ar prantad. Kregiñ gant ar pal kompren a-raok ar pal adlavaret ha kaozeal, sell aze penaos eo urzhiet ar pazennoù rekis moarvat. Da echuiñ e teuio ar skrivañ war-lerc’h.
A-benn aesaat al labour gant ar benveg-se eo bet spisverket an divizoù, an divinadennoù hag an troioù-lavar ouzhpenn gant ur skeudenn a vez
gwelet en DVD. Lakaet eo bet splann niverenn ar pajennoù ma c’heller kavet enne testennoù ha lavarioù an dorn-levr Plouz… Foenn… Daou
sketch deus an oberenn n’int ket bet dalc’het evit abegoù teknikel avat.
Dre implij an DVD-mañ e c’heller sellet deus an divizoù ha deus an
divinadennoù-troioù-lavar o-unan, an eil re dispartiet deus ar re all, hervez an ezhommoù pedagogel. Posupl eo c’hoari gant an divinadennoù
er c’hlas en ur bouezañ war an douchenn « paouez » a-raok klevet ar respont, kement-se a-benn broudañ ar skolidi da sevel martezeadennoù.
Posupl eo c’hoazh lazhañ ar son gant ar pal heñvel. Un ostilh plijus hag efedus eo an douchenn « chom a-sav » evit ar c’homz ivez. Liesdoare eo
ar c’hinnigoù ’ta neuze. Da bep hini da lakaat e pleustr e strategiezhioù kelenn dezhañ e-unan.
Ac’hanta, poent eo pleustriñ bremañ ! Gant ar spi da welet an holl tennañ gounid deus ar sammad labour-mañ !
Bec’h de’i !
Serj Richard
Ar filmoù
Ti-Embann ar Skolioù brezhoneg a ginnig deoc’h Plouz... foenn... war an hent !
Kammedoù kentañ e brezhoneg.
Ur film savet diwar-benn an hentenn bet skrivet e 1989-90 gant :
Daniel Carré, Yvon Evenou, Pierre Le Drézen, Isabelle Léal, Pierre Salaun, Denise Thépaut ha Nadine Urvois.
Levr embannet gant :
TES.
Testennoù ouzhpenn :
Serge Richard
Ur film kenurzhiet gant :
Noël Lainé
Kuzulioù : Christian Brochec
Treset ha frammet gant :
Gilles Moreau
Sonerezh :
Soig Siberil
Enrollet ha kemmesket gant :
CHUUTT - Frédéric Hamelin
Savet gant :
OUEST EDITING - Philippe Guilloux
Aktourien :
Anne Auffret, Aziliz Bourgès, Tugdual Carluer, Marie Corbel, Fanchig Guen, Marion Gwenn, Mael Kernalegenn, Meven Lainé, Kevin Lainé, Claudine Le Bonhomme, Gaèle Le Bourdonnec, Morgan Le Coz, Brieg Le Doujet, Daniel Le Doujet, Sébastien Le Guilloux, Marcel Le Guilloux, Sophie Le Hunsec, Tugdual Le Lay, Erwan Le Pipec, Nanda Le Troadec, Nora Le Troadec, Pierrick Mellouet, Gwendal Mevel-Le-Darz, Lenaig Monnier, André Ollivier, Gwénolé Ollivier, Gwendolyn Plourin, Klervi Prigent, Jean-Marie Priol, Morvan Richard, Aodren Roignant, Maud Simon, Pierre Stephan
Leurennet gant :
Serge Richard
Un heuliad filmoù gant skoazell :
Kuzul rannvro, CRDP Breizh, Akademiezh Roazhon, Kuzul jeneral Aodoù-an-Arvor, Kuzul jeneral Morbihan, Kuzul jeneral Penn-ar-Bed
Rener an embann :
Jean Le Clerc de La Herverie
© 2005 TI-EMBANN AR SKOLIOÙ BREZHONEK pep gwir miret strizh