Diskouezadeg kaset da benn gant TES
Enklaskoù ha testennoù : Maryvonne Berthou
Diwanet eo bet ar mennozh ur wech embannet al levr-CD 1, 2, 3... Kanañ a ri !. Un dra vat eo ober ul levr hag enrollañ kanerien ha kanerezed, met ret eo ivez reiñ buhez d’an oberenn-se er skolioù. Ha setu kroget ar preder war ar c’hanañ er skol gwechall ha bremañ.
Dreist e vefe ma c’hallfe an diskouezadeg-mañ reiñ muioc’h a blijadur da ganañ er skolioù. Ha pegen brav e vefe gwelet skolidi a bep seurt oad o kanañ a-bouez-penn gant tud koshoc’h tro-dro d’an diskouezadeg-mañ !
Trugarez da :
− Gwenola Ropars, Francis Favereau, Jean Menguy, Michel Simon, Fañch Broudic ;
− Ar Falz, Skol Vreizh, Dastum, CRBC Brest, Bibliothèque bretonne de l’abbaye de Landévennec,
Bleun-Brug, Emgleo Breiz, Brud Nevez, Kan ar Bobl Pondi, Archives départementales du Finistère,
EPCC Chemins du patrimoine en Finistère ;
− An holl kanerezed ha kanerien evit ar vugale ;
− Ar skolaerezed hag ar skolaerien a gas war-raok ar c’han er skolioù.
www.tes.bzh
02 56 44 01 41