Ar c’hazhig bihan rouz

Selaouit ar ganaouenn (e traoñ ar prenestr)
pe pellgargit anezhi

Testenn an tamm-kreiz-mañ zo da vezañ lakaet e rummad ar gevier. Testennoù damheñvel a vez klevet war an tem-se (s.o. diell stag).

Eil tamm an droiad dañs (gavotenn) eo an tamm-kreiz.

Evezhiadennoù yezh
An destenn a zo aes e-keñver geriaoueg, ha fetis-kenañ. Temoù labour : geriaoueg ar c'horf ; « me am boa bet », « me a raio ».

Sonstudi

Un tamm-kreiz eo an ton-mañ, da lavaret eo eil tamm an droiad dañs (gavotenn).

Div lodenn a gaver en tamm-kreiz :
– Al lodenn gentañ, goustad, a vez graet « baleadenn » diouti, a vez kanet war ur frazenn a eizh pred (talm), lavaret a bep eil gant ar c'haner hag an diskaner.
- An eil lodenn (eil frazenn) a zo 4 mentad 4/4 enni, hag a vez graet « ribourtadenn » diouti.

Kanet e vez war drovezhvommoù, hag ur wezh nemetken.

Pozioù

Me am boa bet ur c'hazhig rous
Hag a oa bihan ha pikous

Me am boa graet dimeus e benn
Ur morzhol brav da dorriñ mein

Me am boa graet deus e dreid 'raok
Div vazh penn-kamm da vont war-raok

Me am boa graet deus e gost' dehou
Ur rastell vrav da foetañ vioù

Me am boa graet deus e dreid 'dreñv
Ur skeul vihan da bign' d'an neñv

Sonskrid

Ton ha pozioù (pellgargañ anezhañ e stumm PDF) :

Kelenn

Live : kelc'hiadoù 2 ha 3.

Mod da renkañ ar c'hlas : kaner + strollad diskan ; pe daou strollad.

Lakaat e pleustr :

Un digarez brav eo ivez da vodañ bugale ar c'helc'hiadoù 2 ha 3.

Kinniget e vo neuze da vugale ar c'helc'hiad 3 kanañ tamm kentañ ha tamm diwezhañ an droiad dañs, ha da re ar c'helc'hiad 2 an tamm-kreiz-mañ.

Dre se e c'hell neuze bugale ar c'helc'hiad 2 kemer perzh en droiad dañs.

Dielloù

An dud

Kan : Sylvie-Azéline Rivoalen (ganet e 1971)

Diskan : Christian Rivoalen (ganet e Montroulez e 1969)

MammskridoùAr c'hazhig bihan rous

Me am boa bet ur c'hazhig rous
Hag a oa bihan ha pikous

Me a raio *dimeus e benn
Ur podig d'ober soubenn

Me a raio *deus e dreid 'raok
Div vazh penn-kamm da vont war-raok

Me a raio deus e skouarn
Div votezig d'al louarn

Me a raio deus e zaoulagad
Ul lunedoù da ma zad

Me a raio deus e fri
Div votezig da ma c'hi

Me a raio deus e deod
Ur falc'hig da droc'hañ geot

Me a raio eus e zentoù
Ur rastell da zifraostañ al laou.

A bep seurtSonioù-gevier

« Ne lavaran ket gaou / nemet ur ger pe zaou »…

Goude mare ar c'hanaouennoù da luskellat ar babigoù hag hini ar c'hanaouennoù kentañ evit ar vugale e teu mare ar sonioù-gevier. Ur bern dioute a vez kanet ken e Breizh-Izel ken e Breizh-Uhel. Sonioù farsus int peogwir e tegas pep poz kan ur gaou nevez, brasoc'h eget an hini a oa a-raok. Gant an aridennadoù gevier-se e vez desket en ur c'hoarzhin leun a c'herioù nevez dre an eñvor.

DañsoùBal gavotenn

Div lodenn zo en dañs-se.

• E-pad al lodenn gentañ en em laka an dañserien e kelc'h, paotred ha merc'hed a-bep-eil. En em zerc'hel a reont dre an dorn, ha kerzhet a-hed ar c'helc'h (war an tu kontrol d'an heol).

E-pad an eil lodenn e chom bodet an dañserien a-dal d'ar c'helc'h ha, hep diblasañ, ez astennont an troad dehou war-du kreiz ar c'helc'h war 2 bred ha degas anezhañ e-kichen an hini kleiz war an 2 bred da-heul. Merket e vez pep pred war-bouez an divrec'h.

DañsoùGavotenn ar Menez

Digoradur
Gavotenn ar Menez, pe dañs-tro, a verk ur seurt gavotenn a zañser en ul lodenn eus Kerne-Uhel (Poc'hêr, Menez Are).
Un heuliad tri zamm a ya d'ober anezhi : gavotenn, bal, gavotenn.

Eilañ an dañs
Peurvuiañ e vez eilet an dañs gant kan-ha-diskan. Hervez an henvoaz emañ ar ganerien e-barzh chadennad an dañserien, ar pezh a grou ul liamm start etrezo.
Eilañ gant binvioù sonerezh a vez graet ivez : gant ar c'houblad binioù-bombard da gentañ-penn, ha neuze gant an akordeon kromatek, a-wechoù gant an dreujenn-gaol, adalek an hanterenn gentañ eus an XXvet kantved.

Stumm ha doare d'en em zerc'hel
E stumm un dro pe ur chadenn e vez dañset ar gavotenn, paotred ha merc'hed a-bep-eil, pep dañserez a-zehou d'he dañser.
Dañsal dorn-ouzh-dorn a reer peurliesañ hiziv an deiz. Pep hini a c'holo gant e arvrec'h dehou arvrec'h kleiz e amezeg dehou. Treiñ a ra an dro ingal a-du gant an heol.

Mont en-dro
Komañs a ra ar sonerien pe ar ganerien gant ur galv d'an dañs da lezel amzer d'an dañserien da stummañ an dro.
Pa vez dañserien a-walc'h, pe pa vez prest ar sonerien pe ar ganerien, e stager gant an dañs.

Kammedoù
Dañsal a reer ar gavotenn gant un heuliad kammedoù war 8 talm.
Cheñch a reer skor en 3vet pe er 4vet talm. Lezet e vez an 8vet talm e-skourr evit gallout adkregiñ ganti en talm 1añ da-heul.

Formulenn gant ur cheñchamant skor en 3vet talm

Fiñvoù an divrec'h
E-pad an dañs e talc'h an dañserien o daouarn en uhelder o bruched. Merkañ a reont pep pred gant ur fiñv eus o divarvrec'h war-du an traoñ.

Akordeoñs