Deskiñ brezhoneg : Kaozeal diwar-benn fromoù. Esplikañ perak eo trist Jakez Vras.
Gerioù : c’hoari — bolotenn Patromoù : N’en deus kamarad ebet da c’hoari gantañ. Me garje c’hoari bolotenn ganit. Diskouez golo an albom.
Ar mestr O ouelañ emañ Jakez.
O ouelañ emañ Jakez. Ober ur flouradenn war jod ar vugale a lavar ar frazenn.
Ar vugale
Ar mestr Perak emañ o ouelañ ?
Peogwir eo trist.
Ar vugale
Ar mestr Ha perak eo trist ?
Ar mestr Diskouez pajenn an titr. Sellomp. Perak eo trist.
Peogwir n’en deus ket kamarad.
Ar vugale
Ar mestr Peogwir n’en deus kamarad ebet da c’hoari gantañ. Lavarit ’ta : Peogwir n’en deus kamarad ebet da c’hoari gantañ.
Tostaat al levr ouzh fri ar vugale a ro da glevet ar frazenn. Gwelet e vo piv a garfe c’hoari bolotenn gantañ.
 Ar mestr
Me ! Me ! Me !
 Ar vugale
Frotañ e gein dezhañ. Lavarit dezhañ neuze ! "Me garje c’hoari bolotenn ganit." Ar mestr
Me garje c’hoari bolotenn ganit.
Ar vugale
Ar mestr Te zo kamarad gant Jakez ! (Stardañ e zorn d’ar bugel.)
(da bep bugel a lavar ar frazenn)