Deskiñ kaozeal brezhoneg gant "Jakez Vras o klask ur c’hamarad"
taolenn4

Abadennoù :

Deskiñ brezhoneg :

Abadenn 1 : Ar golo

Pal an abadenn : broudañ ar c’hoant da zizoleiñ an albom.

Deskiñ brezhoneg : Kaozeal diwar-benn fromoù.

Deskiñ gerioù -> trist gouelañ paour-kaezh daeloù

Patromoù :

  • Komzer 1 : O ouelañ emaon.
  • Komzer 2 : Dal, ur mouchouer-fri, da sec’hañ an daeloù.

Abadenn 2 : Golo ha pajenn an titr (pajenn 1)

Deskiñ brezhoneg : Kaozeal diwar-benn fromoù. Esplikañ perak eo trist Jakez Vras.

Deskiñ gerioù -> c’hoari bolotenn

Patromoù :

  • N’en deus kamarad ebet da c’hoari gantañ.
  • Me garje c’hoari bolotenn ganit.

Abadenn 3 : Pajenn 3

Deskiñ brezhoneg : Estlammiñ.

Deskiñ gerioù -> an dijuniñ ur gwele va mamm va zad va breur va c’hoar den ebet

Patromoù :

  • Gant va mamm ha va breur. Gant den ebet.
  • Pegen brav eo debriñ ma dijuniñ er gwele.

Dafar : ur pallenn, ur volenn, ul loa, ur plato

Abadenn 4 : Pajennoù 5, 6, 7

Deskiñ brezhoneg : Lavaret ar pezh am eus graet ha penaos.

Deskiñ gerioù -> Bolotenn ur volotenn Mell ur vell E-pad pell Va-unan.

Patromoù :

E-pad pell em eus c’hoariet. Va-unan avat.

Dafar : ur volotenn

Abadenn 5 : Pajennoù 9, 10, 11, 13

Deskiñ brezhoneg : Esplikañ perak on trist.

Deskiñ gerioù -> den ebet c’hoari gantañ ganin

Patromoù :

  • Ne gav den ebet da c’hoari gantañ.
  • Ne gavan den ebet da c’hoari ganin.

Abadenn 6 : Pajennoù 14, 16, 18

Deskiñ brezhoneg : Goulenn aotre d’ober un dra bennak. Deskrivañ un dra bennak.

Deskiñ gerioù -> chom gwellañ

Patromoù :

  • Chom en ti-mañ a c’hallan ?
  • Va gwellañ kamarad out-te.