Deskiñ brezhoneg : Lavaret ar pezh a reer. Ober rebechoù.
Gerioù : prop — lous — kempenn Patromoù : O skubañ emaon/emañ. N’eo ket prop dit dont d’ar skol evel-se.
Ober un taol skub d’ar c’hlas dirak ar vugale.
Ar mestr O skubañ emaon. Reiñ ar valaenn d’ar re a lavar :
O skubañ emaon.
Ar vugale
Ar mestr Diskouez golo an albom d’ar vugale. Oc’h ober petra emañ Jakez Vras ?
O skubañ emañ.
Ar vugale
Ar mestr Perak emañ o skubañ ?
Heñchañ ar vugale d’ober dezho lavaret :
Peogwir eo lous an ti. Evit naetaat an ti. Evit ma vefe an ti prop ha kempenn.
Ar vugale
Ar mestr Goulenn gant ur bugel tostaat. Sachañ war e zilhad d’o lakaat en diskramailh. N’eo ket prop dit dont d’ar skol evel-se. Deskiñ d’ar vugale ar rebechoù-se. Ar re a lavar mat a c’hell tostaat ouzh ar mestr (a sacho war o dilhad).