taolenn3

Abadennoù :

Deskiñ brezhoneg :

Abadenn 1 : Ar golo

Deskiñ brezhoneg : Lavaret ar pezh a reer. Ober rebechoù.

Gerioù -> prop lous kempenn

Patromoù : O skubañ emaon/emañ.

N’eo ket prop dit dont d’ar skol evel-se.

Abadenn 2 : Pajenn an titl (pajenn 1)

Deskiñ brezhoneg : Lavaret ar pezh emeur o vont d’ober.

Gerioù -> un davañjer

Patromoù : Ez an da wiskañ un davañjer.

Emañ o wiskañ un davañjer.

Abadenn 3 : Pezhioù an ti

Pal an abadenn : Deskiñ gerioù an albom (pezhioù an ti) a-raok mont pelloc’h gantañ.

Deskiñ brezhoneg : Goulenn.

Gerioù -> ar saloñs ar gegin ar gambr ar sal-dour an armel

Patromoù : Petra zo kuzhet ?

Abadenn 4 : Ar boued

Pal an abadenn : Deskiñ gerioù an albom (ar boued) a-raok mont pelloc’h gantañ.

Deskiñ brezhoneg :Displegañ un doare da renkañ ar skeudennoù. Lavaret petra zo posupl ha petra n’eo ket.
Gerioù -> gwastilli kregin ha kresteneged silzig ur vi tanav  frouezh legumaj ur pezh daou euro kilhoù un enezenn ur stammenn ur poull-neuial un trakteur o fuilhañ hañvouez

Patromoù :
- Komzer 1 : Perak ’peus lakaet ar skeudennoù-se asambles ?

- Komzer 2 : Peogwir e tiskouezont boued.

Ar gwastilli a c’heller debriñ. Un enezenn ne c’heller ket.

Abadenn 5 : Aozañ boued

Pal an abadenn : Deskiñ gerioù an albom (aozañ boued) a-raok mont pelloc’h gantañ.

Deskiñ ur rimadell : « Dibouloud »

Deskiñ brezhoneg : Lavaret ar pezh a vez graet hag ar pezh na vez ket graet.

Gerioù -> meskañ toaz aozañ yod ur gibell ur balarenn

Abadenn 6 : Lennadenn

Pal an abadenn : Selaou gant aked ha kemer perzh.