Deskiñ brezhoneg : Reiñ urzhioù simpl da unan bennak. Gerioù : pignat — ar gouloù Patromoù : Pign war ar gador ha lazh ar gouloù.
Lakaat ur gador e traoñ bouton ar gouloù. Goulenn digant ur bugel (Elouan) dont d’azezañ war kador ar mestr. Azezañ e-touez ar vugale war ar bankoù.
Saig, lavar da Elouan pignat war ar gador ha lazhañ ar gouloù.
Ar mestr
Elouan, pign war ar gador ha lazh ar gouloù.
Saig
Pa vo graet gant Elouan ar pezh a zo ordrenet dezhañ ez aio Saig da azezañ war kador ar mestr. Deskiñ d’an holl an urzhioù : « Pign war ar gador ha lazh ar gouloù. » An hini a lavar mat a c’hell reiñ an urzh da Saig a-raok kemer e blas war kador ar mestr. Lenn an albom betek ar bajenn 9.