Mont en-dro : Deskiñ gerioù diwar skeudennoù evit kompren testenn ar bajenn 5. Deskiñ ur ganaouenn. Gerioù : Kornandon — jeant — ramz — divalav Patromoù : bihanoc’h-bihanañ — evit mont da … — n’eo ket … — setu …

Ar ramz Jakez

(War ton Le nain Rikiki)

Evit mont da gornandon

Bihanoc’h-bihanañ on

 

Hag evit mont da jeant

Brasoc’h-brasañ e teuan

 

Jakez Vras, ur ramz eo

Ha n’eo ket divalav

 

Setu Jakez

Setu ar ramz

Setu Jakez

Setu ar ramz