TES – Ti-embann ar skolioù

20 vloaz eo Ni a gomz brezhoneg !Distreiñ d'al live a-us

E miz Kerzu 1997 e oa bet embannet an dornlevr Ni a gomz brezhoneg gant TES. E 2017 e vez kelennet gantañ bepred amañ hag ahont.

Un tammig istor

E 1991 e oan kelenner brezhoneg en ul lise e Roazhon hag abaoe meur a vloaz e raen gant al levr muiañ implijet er skolioù neuze, Brezhoneg buan hag aes, gant Per Denez, deuet er-maez e 1972 e ti Omnivox, e Pariz : soñj mat am eus eus ar bloaz-se, hag eus an enrolladur graet e Roazhon, pa oan aet di, eus staj Plistin, gant Ivon ar Gag.

E 1991 eta e oan staget da implij fichennoù ha poelladennoù savet ganin, ha krog e oan d’o c’hempenn ha d’o c’hlokaat evit sevel un hentenn nevez. Biskrivet e oa bet al labour ganin, graet ul levrig gante, hag embannet gant ar gevredigezh Sav-Heol, nevez krouet. Me ’soñje e klote gwelloc’h ma zamm labour gant ma ezhomm-me, kelenner, ha gant ezhommoù studierien ha kelennerien an amzer-se ivez.

Ur mignon din, Romuald Texier, bet skoliad din e Roazhon, en devoa embannet ar c’hentelioù kentañ el lec’hienn nevez krouet gantañ, Kervarker, e-lec’h m’emaint c’hoazh. Me ’gred e c’hallas meur a estren kregiñ gant ar yezh evel-se, ha soñj am eus zoken eus ur vaouez, Ina Maiwald de Miniño, Alamanez o chom er Republik Dominikan neuze, a lakaas un nebeud kentelioù en alamaneg, hag a dremenas un deiz dre Skaer, pa oan e kamp KEAV.

E 1994 e oan bet pedet gant Ti ar Brezhoneg d’ober ur gaozeadenn da Bariz : roet e oa bet din un tamm arc’hant da voulañ al levr. A voe graet goude e Roazhon. N’hallfen ket lavarout e oa brav-brav, na disi, met gwelloc’h e oa evit ober skol, el lise hag er skol-noz. Ma c’hom dastumerien levrioù kozh er vro e chom ur c’hant skouerenn ganin da reiñ.

Embannet gant TES

E 1996, a gredan, e oa bet Erwan Evenou, enseller brezhoneg en eil derez, o pouezañ evit lakat TES (renet gant Ronan ar C’hoadig neuze) da embann al levr. A voe graet e Kerzu 1997, goude sonenrollet an divizoù e Sant-Brieg.

Roet e veze, hag e vez c’hoazh, al levr d’ar skolioù. A-hend-all e vez gwerzhet ivez er stalioù. Implijet e vez gant Skol Ober, e Skol-veur Breizh Uhel, gant Stumdi un tamm bennak, ha kentelioù-noz amañ hag ahont. Un toullad tud hag o deus desket gantañ, a gelenn gantañ zoken : me ivez pa oan krog d’ober skol a implije al levr am boa desket gantañ.

Soñj am eus eus tud a bell vro o deus desket komz brezhoneg, hag a oa kroget ganin : Servando eus Galiza, Vladislav ha Valeria eus Rusia, Betty eus Tchekia, Wayne eus Detroit (SUA), Peter eus Bro-Saoz, Tatsuya eus Japan, hag er bloaz-mañ c’hoazh Micaela hag Arthur eus SUA...

Gwelout a ran an dornlevrioù da zeskiñ brezhoneg evel bizhier hag a vez gant an den dizesk pa gemer penn an hent, hent digompez an deskiñ. Pep hini a implij ar benveg evel ma kar, a gav splet pe si ennañ dre ma kerzh. Erru e penn an hent, pe al levr, e kemer binvioù all hag e taol an hini kozh, pe e vir anezhañ evel testeni eus e veaj.

War nebeutaat e ya implij Ni a gomz brezhoneg moarvat, ha gwell a se ma’z eo evit implij binvioù gwelloc’h, hag ivez ma’z eo evit implij ul levr, pe levrioù all. Rak ma kav din n’eo ket trawalc’h deskiñ ar yezh el levrioù, evel-just, ne soñjan ket eo mat tremen hep levrioù evit deskiñ ur yezh. Re drist e kavan gwelout bugale gant tammoù paper luc’heilet fall (pe washoc’h) re alies, evel ma bugale pa oant er skol.

Met pouezus all eo an enrolladurioù, ha ret e vez degas da soñj d’ar studierien int graet evit bezañ implijet.

Mark Kerrain, Here 2017

Dafar da bellgargañ

Goulennoù

M'ho peus tra pe dra da c'houlenn diwar-benn al levr pe m'ho peus c'hoant da gaout poelladennoù ouzhpenn, kasit ur postel da mkerrain@gmail.com