Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B32. Rezolviñ ar gevatalenn : hallebarde = kazh + ki

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 2 a viz C'hwevrer 2018

Komzet e'm eus c'hoazh eus troiennoù hag a c'hell bezañ disheñvel-naet pa dremener eus un eil yezh d'eben, ha n'eus nemet un dra d'ober, deskiñ anezhe en div yezh. Ouzhpenn se, ne c'heller ket kemer ul lodenn hepken eus un droienn ha treiñ anezhi hep ma vefe souezhus da nebeutañ, ha fentus alies.
Da skwer, e oar an darn vrasañ eus an dud e vez lavaret e galleg Il pleut des hallebardes, hag un droidigezh e saozneg a c'hell bezañ It 's raining cats and dogs, goude ma n'eo ket gwall anavezet. Arabat evit se treiñ ar ger hallebardes gant cats and dogs e kement degouezh a zo : Komz eus ur cheftegeu/chasgeu holding a cat and a dog in his hand a vije inosanterezh.

Ar c'hazh hag ar c'hi-mañ a oa un doare din da lakaat war-wel fazioù a vez graet stank a-walc'h gant nevez-vrezhonegerien zo.
Komzet 'm eus er pennad 10 eus ar fazi a vez graet alies en ur implij nemet ; ar framm galleg ne + verbe conjugué + que a vez troet gant ne + verb displeget + nemet, mes n'eo ket evit se e c'heller treiñ que gant nemet bep gwech, a-hend-all ez eo kouezhañ d'e goch hallebarde = kazh + ki.

Un droienn c'halleg all a rankan menegiñ bremañ :
Ar framm galleg ne + verbe conjugué + pas a vez troet peurliesañ gant ne + verb displeget + ket. Ar fazi, euzhus evit divskouarn ur brezhoneger, eo hemañ : Evel ma lenner ha ma klever *que = nemet, e lenner hag e klever *pas = ket e kement degouezh zo.
E saloñs Karaez diwezhañ e'm boa prenet al levr Ma bleiz din-me, embannet gant Keit Vimp Bev, dedennet ma oan bet gant skeudennoù kaer Adelaïde Camp. E-mesk fazioù all er skrid, e'm boa kavet hemañ :
Gouez eo ar bleizi. – *O, ket hemañ !, troidigezh ger-evit-ger ar galleg Oh, pas celui-ci !
Hag ur galleger dizesk adarre, 'm boa soñjet, rak e brezhoneg e vije respontet amañ :
– O, pas hemañ ! (a vez klevet peurliesañ er yezh komzet)
– O, hemañ n'eo ket !
Hag evit lakaat muioc'h a bouez war ar raganv hemañ : – O, evit hemañ n'eo ket ! Hep kontañ e c'heller ivez implij atav pe bepred : – Pas hemañ, atav ! – Hemañ n'eo ket, bepred !
Mes ne c'heller ket lakaat ar ger ket e penn an estlammadenn-se.
War al lec'hienn Devri, e c'heller lenn : « Ket. Adv. [avec un v(erbe) au nég(atif)] : Pas, point. »
Pa ne vez verb ebet, evit treiñ pas dirak un anv, un anv-gwan, un adverb, pe ur raganv evel amañ, ne c'heller ket implij ket. Ha setu troidigezhioù all a ginnigan :
Pas un café en vue : Ostaleri/tavarn ebet war-wel.
Je viendrai, mais certainement pas demain : Dont a rin, mes evit warc'hoazh ne rin ket.
Il est venu souvent, mais pas hier : Deuet e oa alies, mes dec'h ne oa ket/pas dec'h.
Pas tant que cela ! : Pas kement-se !
Pas de bouillie d'avoine pour moi ! : Tamm yod-kerc'h ebet evidon !
Er pemp frazenn uheloc'h, skrivañ *ket un ostaleri war-wel, *mes ket warc'hoazh, *mes ket dec'h, *ket kement-se, *ket a yod-kerc'h evidon zo fazioù euzhus.

Ma ne vije bet nemet ur skwerenn eus ar fazi-se, ne vije ket peadra da sodiñ, mes siwazh, an tech-se zo evel ur virus eus ar re washañ, rak war Al Liamm 422 e'm eus bet tro da lenn ar frazenn :
*Ket en abeg d'ar voterien, avat.
Gwashoc'h c'hoazh, er memes niverenn, en ur pennad sinet Jef Philippe, e oa ur rannbennad o komañs evel-henn :
*Ket ur c'hristen er c'hoad, *ket ul loen, *ket un evn a lakfe (...).
Ma, Jef Philippe zo unan eus ar vrezhonegerien wellañ a anavezan, brezhoneg Kreiz-Kerne gantañ bemdez Doue, hini kantonioù Kallag, Mael-Karaez ha Rostren, ha n'on ket bet evit miret a soñjal etre me ha ma boned-lapig :
« Gast, Jef, ma 'n em lak un den eveldout da skrivañ en ur brezhoneg ken fall-se, da belec'h ec'h aomp ? Laosk ar framm galleg-se gant an dud dizesk war ar yezh ha n'ouzont nemet ur brezhoneg palefarzh, ha skriv 'ta ez reizh :
Kristen ebet er c'hoad, loen ebet, evn ebet hag a lakfe (...). »
Hag evit ar frazenn all : N'eo ket en abeg d'ar voterien, avat.

Ur gerig ouzhpenn : e c'heller klevet keeet ! el lec'hioù ma vez distaget n'eo ket !, n'eus ket !, 'oa ket ! etc. gant an taol-mouezh war ket. Se zo just ur stumm berraet, ha ne vez ket klevet el lec'hioù ma vez lakaet an taol-mouezh war n'eo, n'eus, 'oa, evel Reter Kerne ha Reter Treger. Da skwer : ‒ Paeet eo ma banne ? ‒ Keet ! (Mes e Laruen : ‒ N'eee ket !)

Notenn : Cheftegeu (e Plougastell), Chasgeu (e lec'hioù all), Chach-peurerion (geriadur Cillart de Kerampoul) = Suisse d'église.