Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B29. Gwenodenn risklus an eilaraogennoù

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 22 a viz Kerzu 2017

E brezhoneg ez eus araogennoù hag a zo un torr-penn, dre ma ne vez ket frammet er memes mod ar pezh a deu d'o heul hervez ma vent lakaet dirak un anv pe dirak ur raganv : dirak ur raganv e ranker lakaat un araogenn all (eilaraogenn) ouzhpenn.

A) Ar re aesañ

1) Eilaraogenn da
A-dreñv : Laosket 'm eus ma oto a-dreñv an ti, laosket 'm eus ma oto a-dreñv dezhañ.
A-dreuz : Ne weler netra a-dreuz ar werenn-mañ, ne weler netra a-dreuz dezhi.
A-enep : Votet o doa an dud a-enep ar maer, a-enep din neuze.
E-harz : E-harz ar chapel zo ur groaz, just e-harz dezhi emañ.
E-tal : E-tal an ti e oa o labourat, e-tal dezhañ.
Hebiou (gwechall : e-biou) : Paseet omp hebiou ar vered, hebiou dezhi. Memestra e vez lavaret a-wechoù : Gant an hent bras e paseer hebiou d'ar Faou, gant ur ster tost ouzh ar galleg au large de. Meur a skwer all a gaver war al lec'hienn Devri.

2) Eilaraogenn e
Betek/Beket : Aet e oan betek an itron, aet e oan betek enni.
Etrezek/War-du/War-zu : Mont a rae etrezek ar vourc'h, etrezek enni.

3) Eilaraogenn ouzh
Setu ar pezh a skriv Arzel Even e Istor ar Yezhoù keltiek, diwar-benn rannyezh Kernev : « Traouigoù all da verzañ : (...) an doare da zisplegañ deus gant ouzh war e lerc'h : sell deus outañ. » Ha gwir eo ivez evit ul lodenn eus Leon ha Treger : Sell deus outi ! a glever e kanton Taole, lakaomp. Ur fazi grevus eo skrivañ, en ur dennañ kuit an araogenn deus, traoù evel *hini ebet ouzhomp, *kalz outo a zeu en-dro, *tennañ gounid outo, e-lec'h : hini ebet deus ouzhomp/ac'hanomp, kalz deus outo/kalz anezho, tennañ gounid deus outo/anezho, rak an araogenn eo, ha n'eo ket an eilaraogenn, a ro he ster d'ar frazenn !

B) An diaesterioù

Lakaet a'm eus amañ skoilhoù ha ne vezont ket meneget (pe re nebeut) er yezhadurioù :

1) Implij war-du/war-zu
Un arliv a vez santet e meur a lec'h hervez ma implijer ar stummoù war-zu ennon, etc. hag ar stummoù war ma zu, etc. a ziskouez hag-eñ ez eus ur fiñv pe n'eus ket ; keñveriañ :
Troet e oan (hep fiñv) war-zu Jañ Mari ; troet e oan war e du.
Aet e oan (gant ur fiñv) war-zu Jañ Mari ; aet e oan war-zu(g) ennañ.

2) A-dreñv, a-dreg
En un tamm mat a lec'hioù (Leon, Nord-Kerne, Treger, Cf. J. Gros) e vez implijet a-dreñv evel adverb hepken, hag evit an araogenn e klever a-dreg, da skwer :
Bi ? Chomet e oa a-dreñv. (adverb)
E velo ? Sur out n'eo ket chomet a-dreg an ostaleri ? (araogenn)
Pa vez kel a « zisplegañ » an araogenn a-dreg, e c'heller klevet daou zoare :
Unan war batrom an araogenn a-raok, hag a ro adregon, adregout, etc., hag unan all souezhusoc'h, mes kalz stankoc'h, 'm eus aon, ma vez implijet an anv « ar c'hein « evel ur sort eilaraogenn : a-dreg ma c'hein, a-dreg da gein, etc. E kornioù zo eus Kerne e klever ivez an doare-se evit an araogenn a-dreñv : a-dreñv ma c'hein, a-dreñv da gein, etc.

3) E(n) hag e-barzh
a vez displeget alies gant an eilaraogenn e :
N'eus netra/mann ebet en ennañ : e Leon, Nord-Kerne, Treger.
N'eus netra e-barzh ennañ (ba'n ennañ, ba 'm ennañ) : e Kerne.

4) Ouzhpenn a vez implijet hep eilaraogenn, peurliesañ :
Ouzhpenn kant euro, ouzhpenn se, ouzhpenn honnezh zo bet tapet, ouzhpenn lonkañ ur bannac'h hepken en doa graet, etc. Mes gallout a raer implij ouzhpenn gant an eilaraogenn da « displeget » ; neuze e kemer ur ster ispisial : « ouzhpenn da » a sinifi «en tu all da barregezh un den, muioc'h eget ar pezh a c'heller goulenn digant un den ».
Alato, sevel da c'hwec'h eur da vont da bakañ an treñ n'eo ket ouzhpenn dit !
Desket 'm boa latin ha gregach, mes deskiñ saozneg a oa ouzhpenn din.
Mont da Landerne da labourat ne vo ket ouzhpenn de'i, gant he 2cv !

Diwar-benn an eilaraogennoù : Grammaire Bretonne R. Hemon, § 184 ; Yezhadur Kervella, § 586. War Yezhadur Chalm int bet ankouaet : renket eo bet an araogennoù e 6 strollad, mes lammat a raer eus ar strollad 2 d'ar strollad 6, pa eo sañset ar re-mañ bezañ er strollad 4.