Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B25. Un araogenn ha daou anv d'he heul (2)

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'ar 27 a viz Here 2017

Ha setu tri rumm araogennoù ma kaver un nebeud fazioù pa implijer anezhe.

A) Hep
Pa vez implijet an araogenn hep ur wech hepken, n'eo ket ha a zisparti an daou anv, mes na. Ha pa vez lavaret an araogenn un eil gwech, evel er pennad 24, A), ez eo ha a deu war wel, da skwer :
(1) Savet e oa bet hep he mamm nag he zad = (2) savet e oa bet hep he mamm hag hep he zad.
*Hep te na Soazig..., *hep c'hwi na den all ebet... ne vezont ket klevet. Klevet e vo, da skwer : Echuet he doa al labour heptout hag hep Soazig.
Un arliv a c'heller santout a-wechoù etre an daou stumm (1) ha (2) uheloc'h, da skwer :
Chomet e oa Roger hep debriñ nag evañ betek mare koan.
Adober ar goulenn dindan ar stumm ‒ Hep debriñ hag hep evañ ? a c'hell diskouez eo souezhus, dreist pep tra evit Roger hag a zo paotr e vanne, evel ma oar an holl er barrez.

B) Etre, e-touez/e-touesk, e-mesk
Ar pezh a zo boutin d'an teir araogenn-se eo ne c'hellont ket bezañ lakaet dirak un anv en unander pe ur raganv unan : *etre an daol, *e-mesk da gi, *e-touez hi/en he zouez n'o deus ster ebet. Ret eo kaout ul liester, ha pa vefe daou anv unan pe ouzhpenn liammet gant ha : e-mesk ar skolidi, etre an ti hag ar c'harrdi, tennañ plouz berr e-touez Solenn, Yoann ha Lukaz.

Klevet a raer neuze ur frazenn evel :
(1) Choazet e vo daou pe dri e-touez me hag ar re all war ar roll, mes ar stumm (2) *Choazet e vo daou pe dri e'm zouez hag e-touez ar re all war ar roll, hag a glotfe gant (1), n'he deus tamm ster ebet.

Er memes mod : (1) Ar banerad pesked-mañ zo da vezañ lodet etre ni ha re ar « Sant-Drenan ». Kompren a raer mad e vo graet div lodenn, unan evit an ni, unan all evit pesketaerien ar « Sant-Drenan », mes gant ar frazenn *Ar banerad pesked-mañ zo da vezañ lodet etrezomp hag etre re ar « Sant-Drenan » e koller al lodañ e daou, ha ne deuer ket a-benn da gompren pesort lodenn 'vo da biv, hag ez eo ar memes problem hag er pennad a-raok, 24, § B, pemzektez zo. Gant ar frazenn *Ar banerad pesked zo da vezañ lodet etrezomp ha re ar « Sant-Drenan » e koller lojik ar yezh, peogwir e liammer gant ha un adverb (etrezomp) hag ur strollad anv (re ar Sant-Drenan). Gant etrezomp, stumm displeget etre, e koll an araogenn etre hec'h efed war ar rest eus ar frazenn, ha ne gomprener ket petra a deu re ar Sant-Drenan d'ober amañ.

Er memes mod, e yezhadur Chalm, skwer diwezhañ ar chabistr T, *ur skoilh zo etrezon hag ar pal, zo da vezañ reizhet evel-henn : ur skoilh zo etre me hag ar pal.

C) An araogenn a (ac'hanon, ac'hanout, etc.)
Lavaret e vez, ez reizh : a) gwelet 'm boa ac'hanout ha b) gwelet 'm boa da vreur. Padal, pa vez klasket implij ar gwelet ur wech hepken, e teu ar frazenn *gwelet 'm boa ac'hanout ha da vreur da vezañ direizh. Eus pelec'h e teu ar fazi ?
Er frazenn a) eo ac'hanout un araogenn « displeget », renadenn ameeun (COI), hag er frazenn b) eo da vreur ur strollad-anv, renadenn eeun, ha ne c'heller ket liammañ anezhe gant ha na pe (Cf. pennad 24, atav). Meneget eo an implij eus eilaraogennoù disheñvel e yezhadur Kervella, § 591, mes gant ur skwer hepken (koulz e-barzh an dour hag er-maez anezhañ). Penaos ober amañ ?
Peurliesañ e vez lâret gwelet 'm boa ac'hanoc'h, da vreur ha te, pe : gwelet 'm boa ac'hanout ha gwelet 'm boa da vreur.
Ar memes diaester a gaver evit an dud a lavar Da welet e'm boa (Gwened hag aodoù Leon). Lavaret e vo ivez : Ho kwelet e'm boa, te ha da vreur.
Ar fazi-se a gaver en danevell Ma lezc'hoar muiañ karet, emb. TES : *ne zeu den ebet da lakaat ac'hanomp nag ar Saoz da devel, pa oa difazi ar skrid orin (Al Liamm ha Skol Vreizh) : ne zeu den ebet da lakaat ac'hanomp na da lakaat ar Saoz da devel.

Ar memes kudenn a sav e galleg, 'm eus aon. *Je t'ai vu et ton frère zo direizh, ha lavaret e ranker neuze : je vous ai vus, toi et ton frère, je t'ai vu ainsi que ton frère, etc.