Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B23. Broioù all, troioù-lavar all

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 29 a viz Gwengolo 2017

Souezhet e oan bet, n'eus ket keit-se zo, gant an droienn tennañ ar c'histin eus an tan, troidigezh ger evit ger ar galleg tirer les marrons du feu, evel e mojenn La Fontaine, Le singe et le chat. Dav eo soñjal e klot lod eus an troioù-lavar gant ur sevenadur ispisial d'ur vro, hag e ranker cheñch an droienn alies pa cheñcher bro pe yezh.

Evit skeudenniñ ar chikan diwar-benn disterachoù, lakaomp, e kaver e galleg se disputer pour des queues de cerises. E Su ha Reter Bro-C'hall, er Grennamzer, e oa talvoudus-kenañ ar c'hignez pe ar c'herez, e fin an nevez-amzer : hervez ma vezent abred pe ziwezhat oc'h azviñ, e veze santet an naonegezh pe ne veze ket. Mes al lostoù kignez n'o doa tamm talvoudegezh ebet, nemet d'ober tizan da sikour troazañ, sañset.
Cheñchomp bro hag amzer, ha deomp da Vro C'hres en Henamzer ; eno e oa digarez ar chikan onou skia, da lâret eo skeud an azenn. Pa veze feurmet un azenn gant un den d'ober un devezh portezañ, daoust ha feurmet e oa bet ivez skeud an azenn war un dro ? Ha daoust ha koñje en doa an den da eil-feurmiñ ar skeud-se d'an eur a greisteiz d'unan bennak hag a glaskfe ober ur pennadig kousket en disheol, en ur vro suilhet gant an heol ? Kasaüsat kudenn da zirouestlañ...

E Breizh ne vez ket kavet gwez kignez stank-ha-stank, dreist pep tra pa bellaer diouzh ar mor, ha ral eo deomp bezañ suilhet gant an heol. Pa sav jeu diwar-benn un disterdra bennaket e komzer eus tud o klask chikan a-gaozenn da/abalamour da blouz o botoù.
Rak bezañ zo plouz ha plouz, eus ar plouz segal, an hini reutañ ha kaletañ, betek ar plouz kerc'h, an hini souplañ, en ur dremen dre ar plouz gwinizh hag ar plouz heiz. An hini n'en doa nemet plouz segal da lakaat en e votoù a daole selloù avius war ar bern plouz kerc'h a oa e porzh an amezeg, ha meur a wech moarvat ez eus bet kemeret un torchad plouz dioutañ hep goulenn e aotre gant ar perc'henn, evel ma veze lâret du-mañ : an dra-se n'eo ket laerezh, just sachañ. Mes chikan ha fachiri diwar se memestra. Diwar-benn plouz gwinizh-du ne veze ket chikan, rak, evel ma oar an holl : Komzoù beleien ha plouz gwinizh-du / A ya d'ober teil diouzhtu.

Ma 'z eo ar plouz arouez ar baourentez e Bro-C'hall, evel er ganaouenn pendant que tes enfants, tirelan, sont couchés sur la paille, e Breizh-Izel ez eo an teil. Bevañ en dienez pe er baourentez vrasañ zo bezañ war an teil, hag ar memes pennad eus ar Bibl en deus roet pauvre comme Job e galleg, mes paour evel Job war e vern teil e brezhoneg.

P'emaon gant skeudennoù tennet eus ar Bibl, e galleg e kaver vieux comme Hérode, mes pinvidikoc'h eo ar brezhoneg : kavet e vez kozh-Noe ha kozh-douar (kozh-tiar gant Ernest ar Barzig), hag e-kichen se kozh-kant vloaz ha kozh-Rejis (mare ar Rejant Philippe d'Orléans, 1715-1723). Hag evit ober dave d'un amzer tremenet abaoe pell zo, e kaver a-bep sort troioù : pa oa c'hoazh Sant Sutig e Breizh-Izel, pa oa c'hoazh Jezuz Krist gant e vragoù berr, etc.

Ma komzomp eus pinvidigezh, e ya ar galleg da glask e droioù-lavar e sevenadur ar Gres, pa ra kaoz eus Kroisos/Crésus pe eus ar stêr Paktôlos/Pactole. Ar Vretoned n'int ket aet keit-se, hag implijet e vez dreist-holl pinvidik-mor.
Dont da vezañ pinvidik en un taol ne 'm eus ket bet gwelet alies, stankoc'h e veze gwelet tud hag a oa bet en o aes, ha deuet da vezañ reuzeudikoc'h dre m'o doa foranet o madoù. An dro-lavar evite du-mañ a oa dribiñ tout, kac'hat tout, mont da Vrest da chom. E kanton Plogastel-Sant-Jermen e oa dibiñ tout, kac'hat tout, mont da Geper da chom. N'eus nemet ar gêr vras hag a cheñch, hag evel ma lavar Jul Gros, an hini n'eo ket otro en e vro, ne'n deus ken 'met cheñch bro hag e vo !

Echuiñ a rin en ur ginnig un dro-lavar pe ziv evit tirer les marrons du feu. Da 'm soñj e c'heller lavaret gouzout en em dennañ, goût ar mod d'en em zibab, ober e vad eus, ha traoù all gwelloc'h ha bevoc'h evit se c'hoazh moarvat. D'al lennerien da ginnig ar pezh o deus bet klevet !