Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B21. Unander e galleg, unander e brezhoneg ? Hopopop !

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'ar 1 a viz Gwengolo 2017

(Ar frazennoù gant * zo ur si enne)

A) Anoioù loened
Ur wech ouzhpenn en doa skoet ur galleger e YA 624, peogwir e c'hellemp lenn titl ur rannbennad : *pesk saoz, hag e diabarzh ar pennad : *Gant ar reolennoù nevez (...) e vefe gwerzhet pesk marc'hadmad gant ar Saozon (...)
Ma 'm eus soñj mad, e'm boa lennet ar fazi-se gwechall e embannadur kentañ Brezhoneg buan hag aes, setu n'eo ket dec'h e oa. Abaoe 'm eus bet lennet alies *pesketaet e vez an harink, *diskarget e vez levneg, *tapet e vez draeneg, etc., evel ma vez lavaret e galleg le hareng, du lieu, du bar, etc. E galleg eo reizh implij an unander en degouezhioù-se, ha setu ar pezh a skriv ur yezhadur galleg kozh a zo em c'herz : « le singulier s'emploie fréquemment avec une valeur collective. »
E brezhoneg n'aller ket implij an unander evit loened pa vez sellet outo evel ouzh ur stroll ; ret mat eo lakaat al liester, ha kaoz a vo a : pesked saoz, gwerzhañ pesked marc'had-mad, pesketa harinked, diskargañ levneged, tapañ draeneged. Alese an diviz a c'heller klevet tost d'ar porzhioù :
‒ Petra 'vo da goan ?
Pesked ; prenet 'm eus ur pesk bras a-walc'h, un draeneg.

Ha pa ne vo nemet ur pesk war an daol evit koan, e oar aet da brenañ pesked hag e vo debret pesked memestra.

Gwir eo ar reolenn uheloc'h evit loened all. Pajenn al labour-douar war an Télégramme pe Ouest-France a ro deomp Cours du veau, cours du porc, mes pa yae peizanted ar c'hanton d'ar merc'her betek Kallag, e oa evit klevet kour al leueioù, ha neket *kour al leue !
Pa vez debret o c'hig, arabat treiñ ar galleg manger du veau, du porc, du poulet ger evit ger : ne vez ket *debret leue na *debret pemoc'h, mes debret e vez kig leue, kig moc'h, kig yer, etc. Unander pe liester, neuze ? Atav kig leue, kig bevin, kig buoc'h kozh, kig lapin, mes kig moc'h, kig yer, kig deñved, kig kezeg. Ha pa weler un den kozh a-walc'h o lammikat re-bar d'ur c'hrouadur, e klever : ‒ Ma, hemañ/homañ 'neus debret kig kazh, diouzh ar mod !
Evit o c'haoc'h eo diaesoc'h ober an disparti etre unander ha liester ; e galleg, war a seblant, e vez implijet an unander (crottin de cheval), mes e brezhoneg e vez al liester evit lod eus al loened : kaoc'h kezeg, saout, deñved, kizhier, logod, razhed, yer, logod-dall, hag an unander evit lod all : kaoc'h ki, kaoc'h kazh (a-wechoù), kaoc'h bidiez/biketik, lapin, pichon. Hep ankouaat an teil moc'h.

B) Anoioù all
E galleg, pa vez kaoz eus plant, e vez implijet alies an unander ; kaoz e vo evel-se eus la poire la plus goûteuse est..., la fraise la plus parfumée..., la pomme de terre de conservation..., pa veneger ur rumm per, ur ouenn sivi, pe pato dre vras. Arabat komz eus *ar berenn wellañ, *ar sivienn a daol ar muiañ a c'hwezh vad, *an aval-douar mir, en unander. Implijit atav al liester : ar per gwellañ, ar sivi a daol ar muiañ a c'hwezh vad, an avaloù-douar/pato/patatez mir.
Er memes mod e vo klevet e galleg le hêtre est un des plus beaux arbres de la forêt tempérée, les feuilles du frêne servaient de fourrage, etc.
E brezhoneg, avat, e vo lâret : ar gwez faou zo e-touez ar re vravañ en hon koadoù, delioù an onn a servije da vagañ al loened, etc. Ur fazi diwar ar galleg eo implij an unander amañ : *ar wezenn faou zo e-touez ar re vravañ..., *delioù ar wezenn onn/an onnenn a veze implijet... zo euzhadennoù.

N'eus ket keid-all e oa war YA ur pennad war an *iliavenn, ha setu ur ger na'm eus ket bet klevet morse. Mes nag a wech ne'm eus ket bet klevet frazennoù eus ar seurt mañ :
An deñved zo sod gant an iliav.
Ar gwez derv-mañ zo iliav tout.
Hag un den feal d'ar bod-iliav zo un doare sevenoc'h da gomz eus un troad bank ostaleri, rak gwechall ez eo ur bod-iliav a ziskoueze an tavarnioù pe an ostalerioù, evel ma vez kavet atav ur garotezenn ruz evit lâret deoc'h emaoc'h dirak ur burev-butun.

El levrioù galleg a vez kaoz enne eus plant hag eus an doare da implij anezhe evit louzaouiñ, lakaomp, e lenner alies la tige est utilisée pour..., la racine contient un alcaloïde toxique... Arabat implij an unander nag al liester strizh savet diwar un unanderenn e brezhoneg ! Atav an anv-stroll (= collectif) pe al liester : Implijet e vez ar c'horz evit... Er gwrizioù e kaver un alkaloid pistrius... *Ar c'horzennoù pe *ar gorzenn pe *ar wrizienn zo fazioù galleger.