Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B18. Treiñ commencer (1)

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 21 a viz Gouere 2017

1 - Ar fazioù

Fazioù euzhus a gaver e brezhoneg pa glasker treiñ ar verb commencer gant kregiñ/krogiñ, moarvat abalamour da dro-spered ar C'hallaoued, rak evite, war a seblant, n'eus nemet un doare da sevel ur frazenn, da implij un droienn, hini ar galleg. Ar wech-mañ e studiin ar fazioù, ar wech a-zeu e studiin an arlivioù.
Setu teir frazenn dastumet e niverennoù diwezhañ YA, hag a zo direizh da vat :
1) *Alies eo bet kroget an intrudu-se gant tud... (YA 618)
2) *Kregiñ a ran an devezh gant sonerezh. (YA 619)
3) *Piv en deus kroget ar brezel ? (YA 620)
Un nebeud resisadurioù war termenoù ar yezhadurioù e galleg hag e brezhoneg : e galleg e c'heller lâret, difazi :
4) l'orateur commence son discours. Ar verb commencer zo, er frazenn-mañ, transitif direct : transitif peogwir en deus ur renadenn dra, direct peogwir n'eus araogenn ebet dirak ar renadenn. E brezhoneg e lârer : verb kreñv (pe tre) eeun.
Ur fazi eo, avat, klask treiñ ar frazenn 4) en ur implij war un dro ar verb kregiñ hag ur renadenn dra eeun, lakaomp : 4') *An debrer kinoa zo o kregiñ e brezegenn, hag ar frazenn-se zo ken euzhus hag ar frazennoù 1), 2), 3).

A) Implij ar verb kregiñ.

Setu ar pezh a skriv F. Kervella (Yezh. bras, § 622) :
« Kregiñ gant = deraouiñ. Kroget en deus gant e labour goude bezañ kroget en e vinvioù. »

Ar verb kregiñ ne c'hell ket bezañ ur verb tre eeun morse :

a) E c'hell bezañ ur verb gwan (= intransitif) :
Kregiñ a ra ho ki ? (Jul Gros)
Pa grog ar reveier, ne labour ket al luzern ken. (JG)
Ma ne lakez ket ur meudad druzoni en da gaoter, e krogo an avaloù-douar. (Nord Kerne)

b) Pe neuze ur verb tre dieeun (transitif indirect), degaset e renadennoù gant e pe gant :
A-wechoù e krog an debron en e c'har. (JG)
Me a soñje din e oa al laerez o vont da gregiñ ennon. (JG)
Kroget he deus gant he micher nevez.

Moarvat dre ma eo diaes lakaat en tu-gouzañv (= voix passive) ur frazenn evel ma breur a grogo gant e staj dilun, a-gaozenn d'ar gant a vo kavet div wech, ez eur en em lakaet da implij ar verb komañs, verb tre eeun, muioc'h-mui. E pep poent eus atlas Yann an Du ez eo ar ger komañs a vez roet da gentañ gant an dud aterset.

B) Fazioù gant adverboù zo.

Teir droienn-adverb a vez klevet stank-ha-stank e brezhoneg evit treiñ an adverboù : en attendant, pour commencer, hag à première vue, ha ken stank all eo ar fazioù a lenner ivez, goude ma vefe aes deskiñ an teir dro-lavar-se :
En attendant = da c'hortoz.
Pour commencer = da gomañs.
À première vue = da welet.

Lennet 'm eus bet frazennoù direizh evel :
*O c'hortoz, eme Alan, ... (ar fazi-se a gaver alies gant R. Hemon)
*Da gregiñ, e vo...
ha betek ur frazenn hag a oa ar bomm kentañ anezhi : *Da stagañ...
« Sod da stagañ » a'm eus bet klevet alies, gwir eo, mes *da stagañ e-unan e penn kentañ ur frazenn zo estren da'm divskouarn.
Un dra ouzhpenn evit an adverb da gomañs. Ne eneber ket da gomañs ha *da echuiñ, mes da gomañs hag evit echuiñ. Moarvat eo un afer lojik : meur a zoare zo da voulc'hañ ul labour bennak, mes pa echuer, ar peurliesañ ne chom nemet un dra resis pe zaou d'ober, alese an evit echuiñ. Evit a verk atav ur pal resisoc'h eget da.

Evit kaout titour all war ar verb kregiñ, lenn Jul Gros, levrenn II, pennad « kregi ».
Ha frazennoù kentañ ar pennad-mañ, ur wech difaziet :
1') Alies eo bet degaset an intrudu-se.
2') Komañs a ran an devezh gant sonerezh...
3') Piv en doa diskleriet ar brezel ? Abalamour da biv e oa kroget ar brezel ? (Diaesat respont...) Piv a oa penn-kaoz/kiriek d'ar brezel ?