Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B13. Fazioù en ur implijout hini

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 12 a viz Mae 2017

(ar bommoù gant * zo ur si enne)

A) Pa vez kel a ziskouezañ, e c'heller enebiñ an anoioù-gwan diskouezañ pe damziskouezañ : -mañ, -se hag all. (Hag -hont, dianav en darn vrasañ eus Kerne) :
1. An tu-mañ ; 2. An tu-se ; 3. An tu all.
Gant ar raganv HINI e c'heller lâret AN HINI ALL, padal ez eo ur fazi lâret *an hini-mañ pe *an hini-se, evel ma vez klevet re alies bremañ, hag e ranker enebiñ :
1. Hemañ ; 2. Hennezh ; 3. An hini all, pe : 1. Homañ ; 2. Honnezh ; 3. An hini all.

B) Pa vez enebet ar ger-mell resis (an/ar/al) hag ar ger-mell amresis (un/ur/ul), ec'h eneber, lakaomp : an ti bras hag un ti bras. En ur implijout ar raganv hini, e kaver : an ti bras ➙ an hini bras, hag ur fazi eo treuzfurmiñ un ti bras ➙ *un hini bras ; ret mat eo lavaret : un ti bras ➙ unan bras, lec'h ma eo unan ur raganv.
Da ziwall zo, tudoù, rak ar reolenn-se a dal hepken pa gaver, en urzh, (un/ur/ul) + anv + anv-gwan, evel : un ti bras, ur bugel yac'h, etc. Ne dal ket pa vez an anv-gwan a-raok an anv : neuze e c'heller delc'her da implijout hini :
‒ Ur mell ti en deus savet ! ‒ O, ya, ur mell hini !
‒ Diwall en ur dreuziñ ar park, ur pezh kole zo e-barzh. ‒ Ya, gwelet 'm eus ur pezh hini aze.
Hag ur frazenn diwezhañ (Pgt, ca 1960) : Dec'h 'm boa paket un touilh fas da Roc'h ar Sarpant, ur sapre/sakre hini, me 'lâr deoc'h !

C) Gwelet meump er pennad 6 e c'heller skrivañ an hini brasañ hag ar brasañ hini, hag e tal ar reolenn evit kentañ ha diwezhañ (§ 2) :
An hini kentañ a oa stanket ar c'hoari dezhañ a oa ma far-bided (divinit pesort c'hoari...).
Ar re o deus bet klevet abadennoù radio Charlez ar Gall gwechall o deus soñj eus ar frazenn a zigore an abadenn, war un ton pompus (er bloavezhioù 50 e oa !) : ...an diwezhañ hini chomet...
E c'heller neuze lâret : ar c'hentañ/ar c'hentañ hini/an hini kentañ (eus ar c'hlas...) hag : an diwezhañ/an hini diwezhañ (eus ar sac'hadoù...), evel : ar brasañ/an hini brasañ (eus ar vugale...)
AR FAZI A VEZ GRAET BREMAÑ eo soñjal e talvezo ar reolenn ivez evit an eil, an trede, ar pevare, etc. Euzhus eo klevet *an trede hini, *an dekvet hini, e-lec'h : an trede, an dekvet.
Pa oa bet dilennet Trump, e oa ur pezh titr war YA 597 : *AR 45VET HINI, a zo un euzhadenn yezh. Marteze e oa just evit plantañ er skrid ur fazi re-bar d'ar re a ra ar prezidant nevez pa gomz saozneg, hervez ar gazetennerien ? Amañ e vije bet ret skrivañ AR 45VET, tra ken.

D) E yezhadur Eujen Chalm e'm eus kavet ur reolenn war implij meur a (meur a hini, meur a unan, etc.) ha n'eo ket reizh da'm soñj. Hervez ar yezhadur-se (R-1.4) e vefe ret implijout ar verb el liester hag an anv-gwan perc'hennañ lies (adj. possessif pluriel), da skwer :
*...Peadra da lakaat meur a hini da goll o fenn.
*Meur a unan o doa debret o lod.
Ma, setu evidon ar pezh am eus bet klevet :
Meur a hini 'n eus bet e gont dija,
Meur a hini 'vo gant e goan d'an eur-mañ,
Meur a fouet-e-voutig zo bet er familh-se, etc.
Gwir eo e'm eus bet klevet al liester alies-kenañ ivez :
Meur a dra on bet trabaset ganto, meur a hini ne 'm eus ket soñj eus o fenn ken, meur a hini anezho ne oant ket chomet da c'hortoz fin ar pred, etc.

Penaos gwellaat ar reolenn meneget e R-1.4 ? Kinnig a ran kement-mañ :
1) Pa vez meur a hini, meur a unan, meur a + anv, rener ur strollad-verb evel : koll e benn, mont gant e hent, gortoz e dro, deskiñ e vicher, ober e goñje, bezañ gant e verenn, bezañ war e labour, bezañ war e gont, kavout e gont, kaout e walc'h, etc., ha pa vez distaget ar bomm frazenn gant ar memes tenn-alan ha meur a..., e chom ar strollad-verb hag an anv-gwan perc'hennañ en unander :
Meur a zogan a ra goap deus penn e amezeg. (P. Proux)
Meur a baotr a zeske e vicher en arme, gwechall.
2) Pa vez un troc'h bennak er frazenn (un tenn alan, un anakolut, ur genlakadenn, un islavarenn, ur renadenn dieeun, ur virgulenn er skrid, etc.) e vez implijet al liester ar peurliesañ :
Meur a hini eus da vignoned ne soursiont ket kement-se deus o oto.
Dalc'het on bet gant meur a dra a oa bet debret ma amzer gante. (Skaer, 2016)