Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B10. Treiñ an droienn c'halleg ne... que...

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 31 a viz Meurzh 2017

Ur pennad mat zo dija, e'm boa klevet ur vaouez yaouank o lâret er radio :
*Labourat a ran nemet tregont eurvezh e-pad ar sizhun.
Ne ouien ket hag-eñ e oa ret trueziñ war he c'hont (paour-kaezh plac'h, 138 eurvezh labour ar sizhun !) pe neuze boemiñ dirazi en ur soñjal ne oa Stac'hanov nemet ur pich plat hag ur brallbitouz e-skoaz hi. Anat e oa aze ur fazi graet gant ur c'hallegerez hag he doa soñjet « J' travaille que trente heures pendant toute la semaine », hag he doa troet ur frazenn all : « Je travaille pendant toute la semaine, sauf trente heures », ar c'hontrol dre vras eus ar pezh he doa soñjet .
Notenn : e-pad a sinifi « pendant tout... » alies kenañ : « e-pad an noz » a vo komprenet aliesoc'h evel « pendant toute la nuit » eget « au cours de la nuit ».

A) Ar seurt fazi a zeu diwar ur galleg laosk, a lonk alies ar gerig nac'hañ ne dirak verb an nac'hadenn, pezh a ro ul lavarenn asantiñ, evel an teir amañ da heul :
a) *Je travaille que trente heures pendant toute la semaine.
b) *J'ai vu que des goélands sur les rochers.
c) *Y a qu'un ch'veu sur la tête à Mathieu.
Renadenn (= complément) ar verb zo un dra divizet strizh : en diavaez eus ar renadenn-se, n'eus ket netra :
a) Pas une seconde de plus que ces 30 heures !
b) Aucun autre oiseau que des goélands.
c) Il n'existe pas plus d'un cheveu, etc.
Da gentañ e ranker gwellaat ar galleg, ha soñjal : a) Je ne travaille... b) Je n'ai vu... c) Il n'y a..., ha neuze e kaver daou zoare da dreiñ ar frazennoù-se :

1) Skrivañ NE (arabat disoñjal hennezh !) pe N'... NEMET..., hag e teu an teir frazenn da vezañ frazennoù nac'h e brezhoneg :
a') NE labouran NEMET tregont eurvezh e-pad ar sizhun.
b') NE 'm eus gwelet NEMET gwelini war ar c'herreg.
c') N'eus NEMET ur vlevenn war benn Mazhev.

2) E c'heller treuzfurmiñ e soñj galleg e lavarennoù asant :
a) Je travaille seulement 30 heures par semaine.
b) J'ai vu des oiseaux, à chaque fois il s'agissait de goélands.
c) Il existe un cheveu et un seul, etc.
Neuze e c'heller implijout lavarennoù asantiñ e brezhoneg ivez, mes gant an adverb HEPKEN pe NEMETKEN (taol-mouezh war -ken evit an daou) war-lerc'h ar renadenn atav.
a") Labourat a ran tregont eurvezh HEPKEN e-pad ar sizhun.
b") Gwelet 'm eus gwelini NEMETKEN war ar c'herreg.
c") Ur vlevenn HEPKEN zo war benn Mazhev.

E c'heller klevet ivez NEMET hag HEPKEN er memes frazenn, evel er ganaouenn da zañsal-mañ :
Evel ne oa etrezomp nemet ur park hepken
E oamp bepred asambles o c'hoari, o pourmen.

Aman e ranker enebiñ « ur park hepken » = unan e-unan, hag « ur park bennak » = un toulladig parkoù.

B) Ha pa implijer nemet en ur frazenn asantiñ ?
Neuze e roer un ali, ur soñj, un anatadenn hag a zo gwir dre vras, mes faos memestra evit un nebeudig tud, un nebeudig traoù, a zegaser gant nemet, a c'heller treiñ neuze gant ar galleg sauf, excepté, à l'exception de. E Reter Kerne e c'heller klevet a-wechoù sepet (diwar excepté, moarvat), e-lec'h nemet, dreist-holl dirak niveroù.
Tout an dud a oa gwisket e du, nemet ar verc'h vihan hag a oa e roz, ur vezh !
War-dro 1980 ne oa ket chas-dour ken er vro, sepet pemp pe c'hwec'h etre Duod ha Boulvriag. (Plourac'h)
Gwelet 'm boa tud ar c'huzul-kêr, nemet re gorre ar barrez. (Amañ eo e vez graet fazioù bremañ gant ar gallegerien : nemet ne sinifi ket rien que, uniquement, mes sauf, excepté ! Re gorre ar barrez n'int ket bet gwelet.)