Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B3. Ar fiñvoù : lojik ar brezhoneg vs « lojik » ar galleg

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 23 a viz Kerzu 2016

N'eo ket lakaet diaes hepken on bet, mes mantret, o lenn pajenn 1 YA niv. 591, gant an titr a yae da heul ar skeudenn :
*Un energiezh a chom pell ouzh an daoulagad. Hiziv an deiz (...) e vez kaoz outi...
Setu 'm boa soñjet : ar galleg gant e votoù tachet adarre ? E galleg e c'heller implij ar memes araogenn (= préposition) evit verboù hag anoioù-gwan hag a verk daou ober, div stad kontrol :
S'éloigner, s'écarter DE... S'approcher, se rapprocher DE... Loin DE... Proche DE...
E brezhoneg, hag a zo lojikoc'h un tamm mat eget ar galleg, ec'h implijer div araogenn disheñvel, ouzh ha diouzh. Ha n'eo ket ur stultenn eus ma ferzh hepken :
Dindan pluenn F. Kervella (Yezhadur bras) e c'heller lenn :
« § 626. OUZH a verk an tostaat, ar c'hevreañ ; DIOUZH a verk en enep ar pellaat, an digevreañ. Evelse e vo kavet alïes verboù o c'houlenn bezañ heuliet gant OUZH ha re all gant DIOUZH, o lavaret ar c'hontrol an eil eus egile : stagañ ar poltred OUZH ar voger ; Distagañ ar poltred DIOUZH ar voger. »
Gant Jul Gros (Le Trésor..., levrenn 1, p. 134 emb. 1970) e kaver :
« DIOUZ marque la séparation, l'éloignement (s'oppose à OUZ qui marque le rapprochement, la jonction). »
F. Favereau (Yezhadur...) a skriv ar memes tra : § 845. « La préposition OUZH exprime le contact et ses diverses nuances. § 851-852. La préposition dérivée DIOUZH indique une rupture, une séparation. »

Setu gant F. K. un nebeud verboù o lavaret ar c'hontrol an eil eus egile :
Tostaat ouzh... / Pellaat diouzh...
Eren ouzh... / Dieren diouzh...
Mont ouzh taol / Dont diouzh taol, etc.
Hag ec'h ouzhpenn : § 627. « Evel ma klot ar verboù e klot ivez an anoioù-gwan
Tost ouzh / pell diouzh, heñvel ouzh / disheñvel diouzh, stag ouzh / distag diouzh, h.a. »

Penaos reizhañ ar frazenn meneget uheloc'h ?
(...) pell diouzh an daoulagad. Hiziv an deiz (...) e vez kaoz anezhi (deusi, deuzouti, etc.). Rak komz ouzh unan bennak, kaout kaoz ouzh unan bennak, etc. zo mont etrezek an unan bennak-se da gaozeal gantañ. Padal, amañ e komzer eus un dra, diwar-benn un dra.
Gwashañ zo, ur c'hleñved spegus eo an implij-se eus ouzh. E YA 590, pajenn 8, e kaver e danevell L. Lavrand :
*Sevel a raer ouzh an Dour Gwenn betek Bellevue, e-lec'h : diouzh, eus an D.G.
*Distreiñ d'ar gêr ouzh ar skolaj, e-lec'h : eus ar skolaj.
*Pell-mat ouzh kreiz kêr, e-lec'h : diouzh kreiz kêr.
An holl verboù hag anoioù-gwan-se a verk ar pellaat ; ne c'heller ket implij ouzh, mes diouzh (pe eus).

E YA 591, e danevell Ch. Roignant / F. Colcanap, e c'heller lenn :
*Diframmet 'oa bet ivez ouzh al loch ar ballin (...), e-lec'h diouzh al loch.
*Ur wech pellaet ouzh an takad saotret, e-lec'h diouzh an takad.
*Ur bizenn rous kouezhet ouzh dorn un den, e-lec'h diouzh dorn...
Anat eo e verk an tri verb-mañ ar pellaat pe an digevreañ. Ne c'heller ket implij ouzh.

Ur wech all e vo klasket kompren eus pelec'h e teu ar fazi-se.