Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A88. Ar ger gwech/gwezh

Distreiñ d'al listenn

Setu amañ un notenn verr war implijoù zo eus ar ger gwech/gwezh.

A) Un nebeud troioù-lavar gant gwech/gwezh hep ger-mell :
Gwech ha gwech all (Treger) = gwezh a vez (Kerne Uhel, Gwened) = ur wech an amzer (Leon, Kornaoueg Kerne) = ur wech dre vare (Kreiz Kerne)
Gwech ebet (Kerne, Treger) = james, morse.
Evit treiñ ar galleg tantôt... tantôt... e klever gwech... gwech..., da skwer : Gwech e sav da bemp eur, gwech e sav da unnek eur, gwech ne sav ket tamm ebet.
Klevet e vez ivez ur wech... ur wech... pe ur wech... ur wech all : ur wech e ya en-dro, ur wech all ne ya ket.

Da ziwall zo, ar stumm gwezh... gwezh... (pe ur wech... ur wech...) ne c'hell ket treiñ ar galleg alternativement. Neuze e ranker lakaat bep eil gwech, ur wech war ziv, a bep eil.
Lennet am eus bet alies *gwech an amzer (hep ger-mell), a zo un dro-lavar na'm eus ket klevet neblec'h. Atav e oa ur wech an amzer.

B) Ar wezh en adverboù.
Evit treiñ ar galleg de tous temps, depuis toujours, e kaver a-viskoazh, hag aliesoc'h c'hoazh marteze a-hed ar wech hag a-zoug ar wech.
A-hed ar wech he deus bet implijet ar riboull-se evit mont d'he fark.
Evit ar wech, ha kreñvoc'h c'hoazh evit ar wech tout, a dro ar galleg pour toujours, définitivement. (Hag arabat meskañ gant evit ur wech = pour une fois).
Graet e vo afer gantañ evit ar wech, neuze ?
Neuze e vo serret ar bez evit ar wech tout.

Er c'hontrol d'an implij a vez graet eus al liester goude nag a (nag a dud, nag a logod, nag a avaloù, etc.) e vez klevet alies nag a wech :
Nag a wech 'm eus ket gwelet anezhañ o vont mezv-dall d'ar gêr ! (gant ar ger ket o kreñvaat ar pezh a zo araozañ).