Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A87. Implij niveroù zo e brezhoneg (2)

Distreiñ d'al listenn

C) An holl ac'hanoc'h a oar e c'heller lavaret : pemp kant loen korn = pemp kant a loened korn, pe c'hoazh : en un atom soufr e kaver c'hwezek proton pe c'hwezek a brotonioù. Ur fazi a vez graet alies memestra gant ar gerioù-niveriñ milion ha miliard, rak, e-lec'h bezañ anoioù-gwan evel kant pe mil (alese kant loen, mil den) ez int anoioù gwirion hag e ranker lakaat ur renadenn-anv el liester war o lerc'h :
Skrivañ a raer ur milion a euroioù, ha neket *ur milion euro.
Ur bloavezh-gouloù zo 9460 miliard a gilometroù, ha neket *9460 miliard kilometr.

D) Klevet e vez alies c'hoazh an niveriñ dre ugent etre 100 ha 200 :
120 = c'hwec'h-ugent
140 = seizh-ugent
160 = eizh-ugent
180 = nav-ugent
An ahel-karr a ranker sevel da zeiz ar pardon zo un ahel-karr seizh-ugent lur.

E) Niveroù petvediñ o klotañ gant 21, 31, 41 etc.
Ne vez ket lavaret *ar c'hentañ warn-ugent, mes atav an unvet (unanvet) warn-ugent, an unvet ha tregont, an unvet ha daou-ugent, etc.
Implijet e veze kalz ar gerioù-petvediñ-se gant an dud a c'hoarie c'hartoù, dre ma ranked kaout, evit gounit ur barti, 21 poent en troaset, 101 pe 121 er manille coinchée, hag e veze klevet alies neuze ur c'hoarier oc'h estlammañ :
‒ O, 'peus ket graet an unvet ha kant c'hoazh ! (ha neket *ar c'hentañ ha kant).