Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A84. Pesked pe kig moc'h ?

Distreiñ d'al listenn

E galleg e klever, ez-reizh :
a) on mange du poisson,
b) j'ai pêché de la vieille,
c) ils débarquent du lieu.
Ur fazi eo treiñ ar frazennoù-se e brezhoneg en ur zelc'her spered ar galleg gant anoioù ar pesked en unander :
*a') debret e vez pesk,
*b') pesketaet 'm eus gwrac'h,
*c') emaint o tiskargañ levneg,
war batrom ar fazioù-mañ am eus kavet nevez zo : *arabat debriñ pesk muioc'h eget div wech ar sizhun, *ur rann a besk lard hag ur rann a besk sec'h*soubenn besk atlantel (war boestoù-mir).

E brezhoneg, pa gomzer eus pesked evel danvez da zebriñ (gg : du poisson, du lieu, de la sardine, etc.) e vez implijet atav al liester, ha klevet e vo :
a") debret e vez pesked,
b") pesketaet 'm eus gwrac'hed,
c") emaint o tiskargañ levneged.
Hag ar fazioù am boa meneget uheloc'h zo da vezañ reizhet evel-henn : arabat debriñ pesked..., ur rann pesked lard hag ur rann pesked sec'h, soubenn (ar) pesked...
Pa gonter anezho e vez implijet an unander, evel-just :
Pesked 'vo da goan : prenet 'm eus ul levneg bihan ha div vrezhell.
Hag evit ar pesked re vras evit bezañ prenet pe debret en o fezh : un troc'h silienn, un tamm touilh.

Un dra heverk : er porzhioù e vez kaoz eus ur vrezhell, brezhilli, pe ur vriell, brilli (unander ha liester) rak pesketaet e vezont a-hiniennoù gant an dud a vicher. E-kreiz an douaroù, e vez kaoz eus brilli, ur vrillienn (anv-stroll hag unanderenn) rak ar beizanted ha tud ar c'hêrioù a wel ur banerad pesked dirazo (brilli) hag a bren unan pe ziv anezho (ur vrillienn pe ziv).

Evit ar seurtoù kig e kaver ur reolenn damheñvel : e galleg e c'heller goulenn :
Qu'aurez-vous à dîner, du veau ou du porc ?
Mes ur fazi eo goulenn e brezhoneg : *Petra 'po da goan, leue pe moc'h ?
E ranker implijout atav ar ger kig : Petra 'po da goan, kig leue pe kig moc'h ? Kaoz zo evel-se deus kig moc'h, kig bevin, kig leue, kig yer, etc...

Poell. Treiñ : Que voulez-vous manger demain midi : du mouton ou du tacaud ?