Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A73. Santadurioù ha kleñvedoù

Distreiñ d'al listenn

Ur gudenn a sav pa glasker treiñ div frazenn evel ar re-mañ :
a) J'ai soif ! (maintenant)
b) J'ai soif depuis le début de son discours.
Ar memes tro-lavar eo e galleg (j'ai soif) mes e brezhoneg e vez graet an diforc'h etre ar pezh a dremen en ur poent resis, an amzer vremañ ar peurliesañ, hag ar pezh a zo padusoc'h, setu e vo klevet :
a') Sec'hed 'm eus ! (bremañ)
b') Gant ar sec'hed emaon abaoe penn kentañ e brezegenn.

An arliv-se a vez merket evit un tamm mat a gleñvedoù, santadurioù pe diaezamantoù a bep sort :
c) Debron 'm eus (bremañ) ; gant an debron on bet e-pad an noz.
d) Poan benn / droug blev 'm eus (bremañ) ; me 'oa bet gant an droug blev e-pad tri devezh.
e) Gast, c'hoant staotañ 'm boa ! (pemp munut zo) ; ha me gant ar c'hoant staotañ o c'hortoz e chomfe a-sav an otokarr.
f) An anouar he deus foerell adarre (hiziv) ; gant an derzhienn vras e vezed gant ar foerell e-pad ouzhpenn eizhtez.

Setu ul listenn ‒ diglok ‒ a gleñvedoù ha santadurioù a heuilh an arliv meneget uheloc'h :
naon ; sec'hed ; poan (-benn ; -gein ; -gov ; -izili...) ; droug (-penn ; -blev ; -dargreiz...) ; riv/anoued ; paz ; foerell ; c'hoant (-kousket ; -staotañ ; -rechetiñ...) ; debron ; aon ; nec'h etc.

Evit ur santadur padus, e vez lakaet ar ger-mell strizh dirak, d'ober un anv resis : gant an naon, gant ar boan gein, gant ar c'hoant kousket, gant an anoued, etc.
Betek kleñvedoù padus, nevez deuet er yezh, hag a heuilh ivez ar reolenn :
'M eus aon emañ gant Alzheimer (ha : gant Parkinson), berradurioù evit : gant kleñved Alzheimer, gant kleñved Parkinson.

Lenn ivez : J. Gros, levrenn I, p 190.

Poell. Treiñ : ‒ Mon Dieu, Marie, comme tu tousses !
‒ Hélas oui, tous les ans je tousse de la Toussaint à Pâques !