Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A68. Meur a...

Distreiñ d'al listenn

Fazioù a vez graet alies abaoe an XXvet kantved en ur implijout ar stumm meur a :
1) Implij al liester en anv a zeu war-lerc'h :
*meur a vloavezhioù zo tremenet abaoe.
*meur a baotred o doa soñjet...
2) Implij al liester er verb hag en anv-gwan-perc'hennañ a c'hell dont da heul :
*meur a hini o deus gwelet o danvez o koazhañ.

Peseurt reolennoù a ranker heuliañ pa implijer meur a ?
a) Meur a + anv zo ur strollad amresis :
N'eus ket bet kavet meur a gêriadenn...
b) An anv a heuilh meur a zo en unander :
Meur a vloavezh zo tremenet abaoe, meur a baotr he deus bet anavezet...
c) Ar verb hag an anoioù-gwan perc'hennañ a denn da meur a + anv zo en unander :
Meur a baotr en doa soñjet...
Meur a hini en deus gwelet e zanvez o koazhañ.
Meur a labous en deus bet graet e neizh er voger-se.

Abalamour da levezon ar galleg, moarvat (la majorité sont, la plupart demandent...), ez eus bet graet un tamm mat a fazioù abaoe kant vloaz e brezhoneg skrivet, ha setu an holl frazennoù (reizh !) am eus kavet gant meur a e oberennoù Prosper Proux. (1838, Adembannadur 1975, gant G. Pennaod)
1) Meur a seurez 'vez lakaet da zougen ar Werc'hez
He deus gwelet an delioù a-enep alies.

2) Meur a blac'h a lak pilhoù da rontaat he feultrin.
3) Meur a zogan a ra goap deus penn e amezeg.
4) Mar deus meur a vamm nec'hamant
Abalamour d'he merc'hed koant...

5) Mar dichañs da veur a baour kaezh (...)
Santout, noz kentañ e eured...

6) Mar gweler (...) meur a blac'hig kaezh (...)
Mar rank hiraat he davañjer...


Gwelet a raer e heuilh P.P. ar reolennoù am eus savet uheloc'h diwar ar brezhoneg komzet.

Da lenn : F. Kervella, Yezh. bras, §493. Ha lakait ho fri ivez e kanaouennoù P. Proux !

Poell. Treiñ e galleg an div werzenn gentañ gant P. Proux (Meur a seurez...)