Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A52. Ar relijion gristen er brezhoneg komzet (1)

Distreiñ d'al listenn

Daoust pegen pell e c'heller bezañ a-wechoù diouzh ar relijion, e vezer skoet memestra gant troioù-lavar ha n'int ket ar re a zo bet klevet a-hed ar wech gwechall. Da skwer eo estren evidon un dro-lavar evel *Hon Itron al Lanneier (YA 415) evel ma oa ken estren all *ar Jezuz bihan am boa lennet en ur skrid all.

An troioù-lavar evit Notre-Dame, la Sainte Vierge, l'Enfant Jésus, le Saint-Esprit, etc., zo sonnet, kazimant fosilizet er yezhoù bev, ha ne c'heller ket kemm anezhe a-nes bezañ diaes da intent, da nebeutañ. Evit treiñ Notre-Dame de Rumengol, Notre-Dame de la Clarté, Notre-Dame de Lourdes, n'eus nemet Itron Varia Rumengol, Itron Varia ar Sklaerded, Itron Varia Lourdes, hag evit treiñ l'Enfant Jésus pe le petit Jésus, e ranker implijout ar Mabig Jezuz.

Pa vo kaoz a skrivañ estlammadennoù « kristen », e vo ret miret a dreiñ anezhe ger evit ger diwar ar galleg : Da skwer, Doux Jésus ! Seigneur Dieu ! Dieu du Ciel ! Seigneur Jésus ! ne c'hellont ket bezañ troet pizh-ha-pizh e brezhoneg. Ret mad eo deskiñ : Ma Doue ! Ma Doue benniget ! Gwerc'hez benniget ! Ma Salver ! Salver benniget ! Salver Jezuz ! etc, am eus bet klevet stank-ha-stank.

Ken intret eo ar brezhoneg gant spered ar relijion ken eo deuet ar ger « kristen » da sinifiañ « dereat » e kornioù zo : dont d'un eur gristen (ha n'eo ket diwezhat !), kaoz kristen (hep re a c'herioù gros), dilhad kristen, etc. Klevet e vez ivez : N'eus kristen ebet o vale (= pas âme qui vive).

Pa 'z eus anv eus kaoz kristen, eo ret ivez menegiñ an tabou : e-lec'h implijout gerioù hag a denn d'un dra sakr, e kemerer gerioù heñvelson, da skwer :
Fidamdoue a deu da vezañ fidamdoulle, fidamdoustig, fidamdoukenn, etc...
E-lec'h nondedie, re dost d'ar galleg, e klever didie, tribledie, nondediou...
Hep ankouaat ar ster o deus kemeret, er yezh pemdez, gerioù evel un abostol (= un istrogell), orezonoù (= ur randonenn), parabolennoù (= koñchoù hep penn na lost), etc.

Da lenn ivez : Jul Gros, levrenn III, tabous.

Poelladenn : Treiñ : Dieu du ciel, en voilà un phénomène ! Venu au mariage de sa soeur avec un pantalon déchiré sur la fesse ! Il aurait pu mettre des vêtements convenables, tout de même !