Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A50. Pe anv 'peus ?

Distreiñ d'al listenn

S'appeler
Alies e vez graet ur meskaj e brezhoneg etre ar frazennoù a dro je m'appelle hag ar re a dro on m'appelle. D'ar goulenn Pe anv 'peus, pesort anv 'peus ? e vez respontet en ur reiñ e anv :
– Pe anv 'peus ?
– François Le Goff, me zo FLG, me zo FLG ma anv, me zo FLG diouzh ma anv (evel d'ar goulenn : – Piv out-te ?, cf. pemzektez zo, e responter alies en ur lakaat me er penn).
Ret eo diwall : *Me eo FLG a respont da : Piv eo FLG en ho touez ? Pehini ac'hanoc'h eo FLG ?
*Petra eo da anv ? (szg : what 's your name ?) ne vez ket lavaret. Ar respont lojik da Petra eo da anv ? zo : ur ger, pe un toullad gerioù a sikour ober an diforc'h etre an dud all ha me.
Evit Andre Nicolas, e c'houlenner : Pehini eo da anv-familh ? – Nicolas eo ma anv-familh.
Me zo FLG ma anv, mes graet e vez Yoaik ar Go ac'hanon/diouzhin/deus ouzhin... (= on m'appelle...) Ur fazi eo respont ar pezh a glevan alies e penn kentañ ar stajoù : *François le Goff a vez graet ac'hanon. Ar stumm ober ... eus a respont d'ar goulenn : Pesort lesanv/moranv he deus/he doa ? – Chann Tontonig a veze graet diouti.
Kaout soñj eus ur gopienn Certificat d'Études, ca 1950 : Il est François de son nom, mais c'est Fañch qu'on fait de lui = François eo diouzh e anv, mes Fañch eo a vez graet dioutañ.

Appeler = héler : Galv Fañch da zont ivez !

Appeler = nommer, donner un nom, baptiser.
Anvet e oa bet François/Roet e oa bet dezhañ an anv François abalamour/a-gaozenn d'e dad-kozh a oa Frañsez.
Lakaet e oa bet Violette en ti-kêr ha Marie-Violette en iliz, rak Violette n'eo ket un anv kristen.
Homañ, peogwir eo ur plac'hig a zo da zont, a vo anvet Aziliz.
Diwallit : Le fuchsia a été ainsi baptisé du nom de... Ne c'hell ket bezañ *badezet !

Appeler = aborder qqn en utilisant un nom donné.
Graet e veze Yann ar Rozeg dioutañ, mes ar re o doa anavezet anezhañ pa oa bihan a yae dre/gant Yannitioda outañ.
Mont a ran dre/gant te outi.