Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A42. Me 'soñj din, me 'gav din

Distreiñ d'al listenn

E galleg, war-lerc'h verboù evel penser, estimer, croire (bien), e c'heller kaout an islavarenn-dra dindan daou stumm : gant ar verb displeget, pe gant un anv-verb :
Je pensais que j'avais fermé la porte pe neuze : Je pensais avoir fermé la porte.
Elle croit (bien) qu'elle a échoué pe neuze : Elle croit (bien) avoir échoué.
Evit treiñ ar verboù-se, e kaver ar peurliesañ e brezhoneg : soñjal da, kavout da, krediñ da, hag ez eo implij an tri verb-se a vo studiet hiziv.

Er c'hontrol d'ar galleg, ne c'heller ket kaout un islavarenn anv-verb e brezhoneg, pa vez ar memes rener evit al lavarenn gentañ hag an islavarenn. Frazennoù evel ar re-mañ, am eus bet lennet alies, zo sius :
a) *Soñjal a ra da Fañchou bezañ kollet e lunedoù.
b) *Me 'soñje din bezañ trankil.
c) *An dud a gav dezhe bezañ labouret o gwalc'h da 61 bloaz.

Gant Jul Gros, da skwer, ne vez kavet hini ebet eus ar stummoù-se, padal e vez lennet :
Me a soñje din e oan en em gavet er Baradoz. (II, p. 234)
Ni a gave deomp hon noa graet trawalc'h. (II, p. 235)
Yann a soñje dezhañ en doa klenket mad e arc'hant ouzh al laeron. (I, p. 214), ha meur a frazenn all war ar patrom-se, hag an teir frazenn direizh uheloc'h zo da vezañ difaziet evel-henn :
a) Soñjal a ra da Fañchou en deus kollet e lunedoù.
b) Me 'soñje din e vefen trankil.
c) An dud a gav dezhe o deus labouret o gwalc'h da 61 bloaz.

An div frazenn-skwer e galleg a vo troet evel-henn : Soñjal a rae din/me 'soñje din em boa serret an nor, ha : Krediñ a ra dezhi/hi a gred dezhi eo korbellet. Remerkomp eo resisoc'h ar brezhoneg eget ar galleg evit an amzer, pa ne c'heller ket implijout an anv-verb.

Notennoù :
1) An holl verboù a zegas o renadenn gant da ne heuliont ket ar reolenn-se. War-lerc'h plijout da, fellout/falvezout da, faotañ da, da skwer, e c'heller lakaat un islavarenn anv-verb.
2) Ma klaskit treiñ je crains gant 'm eus aon, ar reol uheloc'h a dal c'hoazh, hag ar frazenn-mañ (direizh !) : *'M eus aon bezañ krog da lenn... zo da vezañ skrivet : 'M eus aon on krog da lenn...