Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A40. Ar ger boutin (2)

Distreiñ d'al listenn

Taolomp ur sell ar sizhun-mañ war ar fazioù a vez graet gant ar ger boutin :

1) Pa dal commun kement ha courant, usuel, ordinaire, etc.
Ne c'heller ket implijout boutin, mes kustum, boas, stank, ordin(al), pe troioù-lavar all. Evit an div frazenn gentañ am boa meneget ar sizhun paseet, e lavarfen :
N'eo ket alies e vez gwelet un den o cheñch micher d'an oad-se, pe : N'eur ket kustum da welet un den o cheñch micher...
Gerioù digomprenus evit ul lenner ordin.
Skwerioù all : War an tevenn-mañ eo stank al lann ; en-dro d'ar gwez-derv e vez stank ar c'hegined bremañ.

2) Pa glasker, evit treiñ commun, ur ger hag a vefe ar c'hontrol eus cheuc'h, kran, a-feson, a-vod, fichet-kaer, etc. Ne c'heller ket implijout boutin kennebeut, ha lavaret e vo da skwer :
Un denig dister he deus kavet.
Petra eo ar vantell dineuz-se a zo en-dro dit ?
Ul labour mod netra en doa betek-henn e Kastell.
Ma Doue, n'eo ket gwall bolichon da wetur nevez, 'vat !

E hini ebet eus ar frazennoù meneget ar sizhun-mañ ne c'heller kemeret ar ger boutin evit treiñ commun. Ret mat e vo diwall a ober evel ar gazetennerien c'halleg hag a implij gerioù cheuc'h hep soursial ouzh o ster gwirion : na pet gwech ne glevan ket an anv-gwan exponentiel war ar radioioù evit bras-tre, ar pezh a zo un enepster. Setu ar pezh a c'hellan aliañ : a-raok implijout ar ger boutin, ho pezit soñj eus ar frazenn c'halleg-mañ, skrivet gant un archer en ur P.V. : Ils faisaient un tel tapage que je n'hésiterai pas à le qualifier de nocturne.

Da lenn ivez : Notennoù Yezhadur (Emb. Al Liamm, 2012), p. 26-27.