Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A38. Pignet on ? Pignet em eus ?

Distreiñ d'al listenn

Alies e vez nec'het an nevez vrezhonegerien p'o devez da choazañ ur verb-skoazell (= auxiliaire) evit verboù evel pignat, diskenn, kreskiñ, lammat/lampat, nijal, redek, fiñval, sevel, kouezhañ, etc., verboù hag a verk ur fiñv, ar peurliesañ.

Ar reolenn eo homañ, dre vras : implijet e vez ar verb-skoazell bezañ pa seller ouzh ar stad e fin an ober, ha kaout/en devout pa seller muioc'h ouzh an ober e-unan, da skwer :
a) Pignet e oa ar c'hazh betek beg ar wezenn. (Penaos ha perak en doa graet se, n'ouzer ket, e beg ar wezenn e oa, bepred.)
a') Pignet em eus en ur lakaat ur skeul harp ouzh ar brankoù izelañ evit mont da bakañ anezhañ. (Ar mod d'ober zo kalz pouezusoc'h amañ eget en a).)
b) Diskennet e oan diouzhtu pa 'm boa klevet ar c'hri. (Buan-tre e oan en traoñ.)
b') Diskennet em boa war ma revr, evel ma c'hellen. (An doare da ziskenn zo roet amañ.)

Ha setu amañ da heul div frazenn am eus bet klevet alies pa oan ur c'hrennard darev da zont da vezañ ur pezh lankon bras. En em gavout a raen, bep an amzer, gant tud ha n'o doa ket gwelet ac'hanon abaoe ur pennad mat, hag a lavare :
c) Oooh, maaa, kresket eo hemañ, 'vat !
Hag hini pe hini eus ma zud, a wele ac'hanon o kreskiñ bemdez, a responte :
c') Ya, kresket en deus kalz er bloaz-mañ.

Div notenn ouzhpenn :
1) Da ziwall zo : verboù evel dont, mont, en em gavout, erruet, hag a verk fiñvoù, a rank bezañ implijet gant ar verb-skoazell bezañ.
2) Ar verboù koustañ, padout, plijout, a vez implijet gant ar verb-skoazell kaout en ul lodenn vat eus Kerne, mes gant bezañ e lec'hioù all evel Leon pe Dreger.

Lenn ivez : F. Kervella, Yezh. bras, § 213-214.