Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A36. Treuzfurmiñ trede gour en -er ar verboù (1)

Distreiñ d'al listenn

Alies e c'heller cheñch ur frazenn en ur gemer ur furm all evit ar verb : da skwer, An ti zo bras a zeu da vezañ Bras eo an ti. Diaesoc'h eo pa vez klasket treuzfurmiñ an trede gour hep raganv, da lâret eo ar furmoù e weler, gwelet a raer, etc. ha fazioù a gaver e-leizh, evel ar re am boa savet e dibenn miz Du war ur pennad Wikipedia diwar-benn Kropotkin :
a) *E 1874 e vez harzet ha bac'het e kreñvlec'h Per ha Paol...
b) *E miz Even 1877, e vez krouet ar gazetenn L'Avant-Garde gant Kropotkin.
c) * E 1882 e vez harzet Kropotkin e Bro-C'hall...

Evit ma vo sklaeroc'h, e kemerin verboù en amzer-vremañ hepken.

Rumm kentañ : verboù tre (= transitifs)
A) An ober a dremen bremañ hepken, da lâret eo ur mare resis, roet gant un deiziad, un devezh lakaet, un eur, ur bloaz... pe un adverb-amzeriañ evel bremañ, hiziv, diouzhtu, etc. :
1) Ar renadenn-dra (= COD pe COI) zo resis.
a) Gelver a raer an hini yaouankañ da zont da dennañ un anv eus an tok, a ro, en ur lakaat ar renadenn-dra e penn ar frazenn :
b) An hini yaouankañ zo galvet da zont... "An hini yaouankañ" zo rener, hag ar verb zo en tu-gouzañv (= passif).
Pe en ur lakaat an anv-gwan-verb er penn :
c) Galvet eo an hini yaouankañ da zont...

2) Ar renadenn-dra zo amresis :
a) Goulenn a raer daou zen kreñv da zougen ar relegoù, a ro, en ur lakaat ar verb en tu-gouzañv hag ar renadenn-dra (daou zen kreñv) da vezañ rener :
b) Daou zen kreñv zo goulennet da zougen ar relegoù.
Er c'hontrol d'an 1) c), ne c'heller ket lakaat goulennet e penn ar frazenn : Goulennet ez eus daou zen kreñv zo ur frazenn en amzer dremenet.

Difaziet e vo neuze an teir frazenn gentañ, diwar skwer an 1) :
a) E 1874 eo harzet ha bac'het er c'hreñvlec'h Per ha Paol pe : E 1874 e harzer hag e vac'her anezhañ...
b) E miz Even 1877, eo krouet ar gazetenn..., ha kentoc'h zoken : E miz Even 1877 e krou Kropotkin ar gazetenn...
c) E 1882 eo harzet Kropotkin e Bro-C'hall pe : E 1882 e harzer Kropotkin e Bro-C'hall.

Ar sizhun a-zeu e vo gwelet penaos e c'heller implijout a vez/e vez a-wechoù.