Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A33. Me zo bet hag…

Distreiñ d'al listenn

Setu amañ un doare da sevel frazennoù ha ne vez ket kavet kalz er skridoù. Koulskoude e vez klevet stank e brezhoneg ar Gornaoueg :
Me zo bet e-pad bloavezhioù hag e ranken mont bemdez da labourat e Gwipavaz.

Seurt frazennoù a vez implijet evit un ober a zo bet deus outañ en amzer tremenet, hag en deus padet pe a zo bet c'hoarvezet en un doare boas e-pad pell, mes n'eus ket deus outañ ken en amzer vremañ.
Ha setu skwerioù all c'hoazh, bet klevet e Nord-Kerne hag er Vro Vigoudenn :

C'hwi n'oc'h ket bet hag e oa dav deoc'h sevel teir pe beder gwech an noz ? (Pa oa bihanig ar vugale ; tremenet eo an amzer-se).
Me zo bet hag e vezen goulennet da vont da ganañ e kement friko a oa etre Loperc'hed ha Lannurvan (Pa oa ar paotr en e ugent vloaz, daou-ugent pe hanter-kant vloaz a-raok).
Bet on bet hag e ouien tout ar werz-se (Allaz, paseet eo an amzer abaoe hag ankounac'haet 'm eus pozioù zo).

Aspadennoù eus ar framm-se a gaver c'hoazh a-wechoù er galleg lec'hel, gant an dud kozh :
J'ai eu été que je travaillais / qu'on me demandait...

Evit an neb a glasko treiñ e brezhoneg À la recherche du temps perdu, an doare bravañ, 'm eus aon, da lavaret ar frazenn gentañ « Longtemps, je me suis couché de bonne heure », a vo un dra evel : E-pad pell on bet hag e yaen abred da gousket. Ha gwazh a-se ma ranker implijout dek ger e brezhoneg evit treiñ an eizh poz marzhus-se...