Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A21. Sevel un unanderenn gant penn- pe pezh-

Distreiñ d'al listenn

Soñj 'm eus bezañ kavet, en ur adlenn ur skrid a-raok an embann, ar gerioù *dilhadenn ha *dilhadennoù, ha n'int ket bet implijet morse gant brezhonegerien a-vihanik.

Implijet e vez an unanderenn en -enn evit un elfenn eus ur strollad ma vez heñvel pe damheñvel an holl elfennoù ennañ : blev, ur vlevenn ; bili, ur vilienn ; sivi, ur sivienn. Mes bout zo strolladoù ma eo disheñvel an elfennoù anezho : pa gomzer a deuler greun d'ar yer, ez eus kaoz ivez eus ar c'hilhog hag eus an inizi/polezi. Pa glever gant ul labourer-douar : Ma zud a gustume sevel chatal, e tal ar ger chatal evit ar buoc'hed, al leueioù, an anoarezed, ar c'hole, a-wechoù ur c'houblad oc'hen.

Ur seurt unanderenn a vez savet neuze, evit ar gerioù chatal, deñved, yer, gant ar ger penn, ha lavaret e vez ur penn-chatal, ur penn-deñved, ur penn-yer pa ne vez ket ezomm da resisaat nag an oad, na pe par pe barez int. Ar ger pemoc'h a zeu ivez moarvat eus penn-moc'h ; evit ar c'hezeg, 'm eus bet klevet kentoc'h loen-kezeg.
Evit ar pevar ger-mañ : moneiz, dilhad, arrebeuri/meu(r)bl, hag a zo strolladoù traoù disheñvel a-walc'h — ur gador hag un armel zo pezhioù-arrebeuri o-div — e vez implijet ar ger pezh da sevel an unanderenn :
Dilhad zo, dre vras, pezh a lak un den evit bezañ gwisket prop. Ha ma lakit tri re chosetoù ha pevar slip da sec'hañ war un neudenn pe en ur mekanik, ne c'heller ket lavaret dilhad evit an traoù-se, mes pezhioù-dilhad (ha neket *dilhadennoù !) Ur bragoù zo ur pezh-dilhad, ha neket *un dilhadenn ! Er memes mod e vez komzet eus ur pezh-moneiz, ur pezh-arrebeuri.
Evit tri anv legumach : saladenn, ognon, kignon, e vez implijet an unanderenn gant penn-, ha lavaret e vez ur penn-saladenn, ur penn-ognon, ur penn-kignon ar peurliesañ. Marteze dre ma echuont gant -n ha ne vefe ket gwall aes distagañ *ur saladennenn, etc. ?

Da lenn ivez : F. Kervella, Yezh. bras, § 337-343
P. Trepos, Le Pluriel breton, paj. 235-238