Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A10. Bolenn, bolennad ; boutailh, boutailhad

Distreiñ d'al listenn

E galleg e vez ar memes ger evit lavaret : un bol vide hag un bol de riz. E brezhoneg e vez daou c'her dalc'hmat da envel ar benveg ha da envel an endalc'had : ur volenn c'houllo hag ur volennad riz.
E-se e talc'her ul loa etre e zaouarn (ha neket *ul loaiad), hag e lonker ul loaiad soubenn (ha neket *ul loa).

Ur reolenn heñvel a ranker heuliañ evit an unanennoù kustum :
Un doukenn dek litr e ya dek litrad dour e-barzh.
Dek metrad kordenn a ro ur gordenn dek metr.

Ur fazi a vez graet bremañ, hag ez eo lakaat gerioù en -ad un hanter re alies ha pa ne ve ket meneget an danvez da heul :
Evit un hed, pa ne vez ket kaoz eus danvez (meneget pe soñjet hepken), eo arabat implijout an -ad :
N'eus ket kant metr etre da di ha ma hini (ha neket *kant metrad !)
Tri gilometr zo etre ar C'houerc'had ha Plouared (ha neket *tri gilometrad !)
Lakaet ober ur vur tri metr sav etre an daou di evit nompas gwelet fas egile (Pgt), ober kant kilometr d'an eur, etc.

Pa vez ur pladad patatez-kig sall o tont war an daol, ar pezh a vez dalc'het gant an daouarn eo ar plad, ha neket *ar pladad.
Pa vez an ostizez e-soñj diskenn din un eil banne, e c'houlenn : skarzh da werenn ! riñs da werenn !, ha neket *da werennad.
Er memes mod, e c'heller lakaat dour en ur voutailh, ha tamm ebet *en ur voutailhad.

Evit echuiñ, setu un nebeud oberoù a c'heller kas da benn gant ur voutailh hag ur voutailhad :
— Boutailh : delc'her, krogiñ (e), skarzhañ, goulloiñ, torriñ, distouvañ/didafañ, etc.
— Boutailhad : boulc'hañ, evañ, lonkañ, skuilhañ, fennañ, prenañ/gwerzhañ, etc.