Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A4. Nemet : levezon ar galleg

Distreiñ d'al listenn

Setu div frazenn c'halleg (n'int ket dispar, allaz !) am boa klevet n'eus ket keid-all :
a) Woaw ! Que du beau monde !
b) Pas de viande pour moi, que des légumes.

Ma 'm bije bet da dreiñ anezhe e brezhoneg, 'm bije lavaret :
a) Hopala ! Tuchentiled hepken !
b) Tamm kig ebet evidon, legumach hepken, ha doareoù all : tuchentiled tout, netra nemet legumach, tud a-feson nemetken, etc.

Ar fazi a vez kavet muioc'h-mui bremañ, diwar levezon ar galleg, eo treiñ que = nemet, hep taoler evezh ouzh an implij : *nemet tuchentiled, *nemet legumach evit a) ha b) zo fazioù grevus. En gwirionez, ez eo ar stroll ne... que... a vez troet gant ne... nemet...

NEMET implijet hep ma vije ur ger-nac'han araozañ (ne, na, netra, mann, etc.) a sinifi sauf, à l'exception de :
c) Skolidi a oa deuet, nemet re al lise = des écoliers étaient venus, sauf ceux du lycée.
d) — Ha tout an dud war ar blasenn o'n em lakaat da c'hoarzhin...
— Ya, nemet al loened hag ar frañsizien = oui, sauf le bétail et les Français.


Treiñ en galleg — teuk — : c) *des écoliers étaient venus, que ceux du lycée, zo un enepster (= contresens). Evit treiñ : des écoliers étaient venus, uniquement ceux du lycée, e vo lavaret un dra bennak evel : Deuet e oa skolidi, re al lise hepken / re al lise nemetken.

Setu c'hoazh div frazenn reizh gant ne... nemet... :
Fañch a oa mezv, peogwir ne wele sklaer nemet gant e c'henoù. (J. Gros)
Ha netra nemet glac'har ne 'm eus bet em buhez (kanaouenn bobl)

Lenn ivez : Jul Gros, levrenn 1, p. 206.