Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A3. Pas = ket ? Diwallit !

Distreiñ d'al listenn

E-mesk an troioù-lavar kentañ a zesker e brezhoneg e kaver troidigezh ar frazenn gustum « je ne vois pas », da lâret eo « ne welan ket ». Alese e teu ar fazioù stank a vez graet gant ar c'hallegerien, pa droont pas gant ket e kement degouezh a zo.
Ar gerig KET a servij, da gentañ, da greñvaat ar ger a zo araozañ :
An nac'hadenn : ne labouran a zeu da vezañ ne labouran ket, n'eus netra da vezañ n'eus ket netra.
An araogenn hep : hep ket mank a vez klevet c'hoazh e Kerne-Uhel ; hep mank (= sans faute) a zo deuet da vezañ hep ket mank (= absolument sans faute). E brezhoneg krenn e kaver ivez hep quet sy, lakaomp.
Bep gwech e teu ar ger KET war-lerc'h ar verb displeget ha war-lerc'h an araogenn hep.

Er c'hontrol d'ar brezhoneg, e galleg e c'heller lakaat pas dirak danvez an nac'hadenn :
a) pas comme cela, âne bâté !
b) Ils vont nous accueillir avec des fusils, pas avec des fleurs !
Hag ar fazi a vez graet bremañ eo an implij eus KET dirak danvez an nac'hadenn ; setu div frazenn sius lennet ganin n'eus ket keit-se :
*c) un doare sklaer da renkañ an traoù dre dodenn ha titouroù na gaver ket e lec'h all pe ket ken aes da dizhout.
*d) 'Benn ar fin... Ne werzhin ket. Ket diouzhtu, d'an nebeutañ…

Penaos ober, neuze ?
1) Ar stumm kozh neket, a veze implijet ingal gant an dud ganet en naontekvet kantved, pe :
2) An amprest galleg pas.
Ha setu troidigezh an div frazenn a) ha b) :
a) Neket er mod-se, azenn gornek ! (pas er mod-se…)
b) Degemer a raint ac'hanomp gant fuzuilhoù, neket gant bokedoù ! (pas gant bokedoù…)
Evit ar frazenn c) e vo gwelloc'h lavaret : (...) e lec'h all pe n'int ket ken aes da dizhout. Hag e d) e vo klevet dreist-holl : pas diouzhtu.