TES – Ti-embann ar skolioù

Mojennoù Breizh Distreiñ d'al live a-us

Jérôme Palud, Marianne Larvol

Embannet e miz Here 2013

Live : CE2 CM skolaj 

9,50 €

Levr-CD
Teñzorioù aour ha perlez zo bet dispaket en heol gant ar C’hwilostenn gozh ! Ha roet e vo e lod da viliner Rozambaou ?
Penaos e raio paotred kalonek Brasparzh d’en em zizober diouzh an aerouant skrijus a zo o spontañ ar vro a-bezh ?
Ha gouest e vo an Diaoul da sevel ur pont en un nozvezh war an Aber-Ac’h ?…

Eizh mojenn a Vreizh-Izel, tudennoù spontus pe marvailhus enno, a vo kavet da lenn el levr-mañ.

Testennoù kinniget gant Jérôme Palud
Tresadennoù gant Marianne Larvol
Mouezhioù ar CD : Goulc’han Kervella ha Marie Kermarec

Gallout a rit urzhiañ an oberenn-mañ :
Diwallit : n'eus nemet ar skolioù a c'hall urzhiañ oberennoù dre al lec'hienn.
Lakaat skouerenn en ho paner.

Dafar enlinenn :
Ar c'hontadennoù da selaou + poelladennoù d'ober :
Morganez Enez-Eusa
Porzh al louarn