TES – Ti-embann ar skolioù

Petra eo TES ? Distreiñ d'al live a-us

TES zo un ti-embann pedagogel publik. Gantañ e vez savet hag embannet dafar evit an holl skolioù brezhonek, publik, prevez katolik ha Diwan. Ur servij eus Canopé Roazhon eo TES. Arc’hantaet eo gant ar Rannvro ha gant an Deskadurezh-Stad.

Linenn-stur TES a vez roet gant Kuzul an embann a zo ennañ an ensellerien bedagogel war ar brezhoneg ha kuzulierien bedagogel kentañ hag eil derez an tri hentad brezhonek.