TES – Ti-embann ar skolioù

Lec'hiennoù tematek Distreiñ d'al live a-us

Naig Rozmor : Al lorc'h hag ar vezh

« Al lorc'h hag ar vezh, tro-spered ar Vretoned », teul-web. Deomp gant Naig Rozmor d’ober un tamm tro en amzer dremenet e Bro-Leon. Ar varzhez vrudet a gonto deomp penaos e oa buhez an dud d’ar c’houlz-se ha penaos e soñjent : « Aze emañ an dalc’h, n’eus nemet an daou c’her stur : al lorc’h, hag ar c’hontrol eus al lorc’h : ar vezh. An daou c’her stur o deus stummet tro-spered ar Breton, dreist-holl e Bro-Leon. »

Ar Brezel bras

Ul lec'hiennad dielloù diwar-benn ar Brezel-bed kentañ : pennadoù kazetennoù, fotoioù, lizhiri, enrolladennoù, filmoùigoù...

Frankiz

Un teul-web savet diwar ar pezh-c'hoari Frankiz – Ar Vretoned er brezelioù (1830-1962) savet gant Ar Vro Bagan. Div lodenn eus ar pezh-c'hoari zo lakaet war wel : brezel Aljeria ha brezel Indez-Sina.
Mod implij : klikit war ? er bajenn degemer.

Korn ar vugale

Un doare aes da gavout war-eeun c'hoarioù ha poelladennoù niverel TES hep furchal e-barzh al lec'hienn, evit aesaat al labour a-stroll hag al labour emren er c'hlas. Da c'hoari enlinenn.

C'hoari an anvioù-lec'h

Ur c’hoari evit ober gwelloc’h anaoudegezh gant an anvioù-lec’h an hini eo. Bez e c’hell bezañ implijet gant skolidi CM, skolajidi, liseidi ha tud deuet. Ur stumm e galleg zo kinniget evit ar re o deus kentelioù sevenadur Breizh pe brezhoneg.

Studiañ temoù ar programm gant oberennoù TES

Ur bajenn Web evit studial temoù programmoù ofisiel an Deskadurezh-Stad gant oberennoù TES.

Fichennoù istor-geografiezh-KMK

Fichennoù ha dielloù da bellgargañ evit studiañ ar programm istor-geografiezh-KMK er skolaj dre skouerioù kemeret e Breizh.

Skeudennaoueg TES

Un dastumad tresadennoù bet graet gant Malo ar Menn abaoe bloavezhioù evit oberennoù TES. Lakaet eo bet war lec’hienn TES evit reiñ ostilhoù d’ar skolaerien : evit labourat war ar c’heriaoueg diazez ; evit krouiñ dafar : c’hoarioù, fichennoù..., rak ar skeudennoù a c’hell bezañ pellgarget.

Dastumad enrolladennoù TES

Un dastumad eus an enrolladennoù hag ar filmoù a gaver e-barzh oberennoù TES. Aesoc'h e vo kavout anezho ! Palioù : selaou ha kompren tud a bep seurt ; selaou displegadennoù o tennañ da veur a zanvez : istor, geografiezh, lennegezh...

Korn ar pezhioù-c'hoari

Pezhioù-c'hoari e-leizh zo da bellgargañ war lec'hienn TES. Bodet int bet war ar bajenn-mañ abalamour da gavout anezhe aesoc'h.

Geriaoueg TES

Un dastumad eus ar gerioù teknikel implijet el levrioù embannet gant TES.

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

Laouen eo TES o kinnig deoc’h kentelioù yezhadur Yann Gerven. Skrivagner eo Yann Gerven ha kelenner war ar matematikoù e oa. Embannet e vez e notennoù-yezh e-barzh ar gazetenn YA !